beogal
Kerkent ha ma veze tennet e-maez ar sac’h 18, 38, pe 58, beogal a-gevret a rae raktal an holl vagad : « Torch da doull, mab, ha kae kuit ! »
Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.
Kerkent all e stage al lonker da c’haloupat ha da zifretañ gant e zivrec’h marmouz en ur veogal didruez : « Kanaam ! Kanaam !... Kanaaaam ! » hag ar paour kaezh plac’h da redek ken ma c’hoarzhe an diaoul ouzh he zreid.
Kaer o deveze tad, kendirvi, tintined, breudeur hag holl vagad he c’herentiezh beogal, gwic’hal, harzhal, mallozhiñ ha zoken skeiñ ganti, d’ober o devoa gant un houadez ken douget hag i d’ober he fenn hec’h-unan, ha lidet e voe ’ta an eured.
A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.
Mots précédents
Mots suivants
beol