Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. ar saout) Reiñ e vouezh da glevet. HS. busellat. 2. Dre ast. (db. an dud) Garmiñ en ul leñvañ. Beogal evel ur vuoc'h kollet he leue ganti. [1954] Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn [...]. HS. blejal. 3. Dre ast. Reiñ e vouezh da glevet uhel-kenañ, diwar fulor. Mont a reas en gouez, o veogal gant an eon o klogorennañ war e vuzelloù. II. V.k.e. (en danevellañ dieeun) «D'ar gêr ! », a veogas Tad, o redek war-lerc'h e vab. HS. bekal, blejal.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

beogal

1931
Daveenn : VALL pg beugler

Kerkent ha ma veze tennet e-maez ar sac’h 18, 38, pe 58, beogal a-gevret a rae raktal an holl vagad : « Torch da doull, mab, ha kae kuit ! »

1954
Daveenn : VAZA p.29

Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

1954
Daveenn : VAZA p.54

Pieds Plats ’vat a vounte e fri e pep lec’h ha plediñ a rae gant kement tra : ur gwaz strizh ha garv anezhañ, krenañ a rae pep hini dirazañ, hag adal goulou-deiz bete serr-noz e veze klevet o vouboual hag o veogal eus an eil korn d’egile.

1954
Daveenn : VAZA p.84

Kerkent all e stage al lonker da c’haloupat ha da zifretañ gant e zivrec’h marmouz en ur veogal didruez : « Kanaam ! Kanaam !... Kanaaaam ! » hag ar paour kaezh plac’h da redek ken ma c’hoarzhe an diaoul ouzh he zreid.

1954
Daveenn : VAZA p.120

Kaer o deveze tad, kendirvi, tintined, breudeur hag holl vagad he c’herentiezh beogal, gwic’hal, harzhal, mallozhiñ ha zoken skeiñ ganti, d’ober o devoa gant un houadez ken douget hag i d’ober he fenn hec’h-unan, ha lidet e voe ’ta an eured.

1955
Daveenn : VBRU p.17

A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.

1955
Daveenn : VBRU p.39

Ofis publik ar brezhoneg