Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.
An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler [lêr] gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »
Stipet kaer pe gaeroc’h e oa ar re-mañ gant o gouriz ler [sic, lêr] verniset, o manegoù gwenn, ha netra n’en divije bet ar c’hintusañ kemener da damall na da zanvez na da stumm o dilhad.
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
C'hwezh ar boultrenn a oa e pep lec'h, petra bennak ma oa gwerniset an holl gorreoù, laminaet [sic] al leurzi, sintetek panelloù ar mogerioù, gwisket gant melamin an arrebeuri marc'hatmat.
Mots précédents
Mots suivants
Gwern-Porc'hoed