Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Lakaet gwernis warnañ. Un daol graet e koad gwenn gwerniset. [1955] Ha va botoù ’ta, ur re werniset, ken lufr ma ranken hanterglozañ va daoulagad pa baren va selloù warno.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler [lêr] gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »

1944
Daveenn : ATST p.59

Ha va botoù ’ta, ur re werniset, ken lufr ma ranken hanterglozañ va daoulagad pa baren va selloù warno.

1955
Daveenn : VBRU p.25

Stipet kaer pe gaeroc’h e oa ar re-mañ gant o gouriz ler [sic, lêr] verniset, o manegoù gwenn, ha netra n’en divije bet ar c’hintusañ kemener da damall na da zanvez na da stumm o dilhad.

1955
Daveenn : VBRU p.29

C'hwezh ar boultrenn a oa e pep lec'h, petra bennak ma oa gwerniset an holl gorreoù, laminaet [sic] al leurzi, sintetek panelloù ar mogerioù, gwisket gant melamin an arrebeuri marc'hatmat.

2023
Daveenn : DREAM p.16

Ofis publik ar brezhoneg