1. Priz, talvoudegezh udb.
C'hoazh ma c'hounezfe an den gwerzh e boan ! Traoù a werzh bras. Ur c'hresk, un digresk gwerzh zo bet d'ar varc'hadourezh-se.
&
Gwerzh ouzhpennet : kemm zo etre gwerzh ur c'henderc'had prizet hervez priz ar marc'had diouzh un tu ha koust ar c'henderc'hiñ anezhañ diouzh un tu all.
An taos war ar gwerzh ouzhpennet (TGO).
2. Sammad rekis evit prenañ udb.
Dal, gwerzh ur banne. Deuet e oa a-benn da arboellañ gwerzh ur re votoù sport.
3. Sammad bet da heul ur werzh.
Dalc'het en doa gantañ gwerzh ur ranndi en doa gwerzhet pell a oa.
Hag evit gwir ivez avat, diwezhatoc’h on bet diarc’hen o pardonañ e Sant-Yann-ar-Biz ; reiñ am eus graet gwerzh un oferenn d’an Aotrou Person, ha prenañ am eus graet, d’ar sant, ur c’houlaouenn-goar a nav real ha daou wenneg.
Hag evit guir ive avad, divezatoc’h oun bet diarc’hen o pardouna e Sant-Ian-ar-Biz ; rei am euz great guerz eun ofern d’an Aoutrou Persoun, ha prena am euz great, d’ar zant, eur c’houlaouenn goar a nao real ha daou vennek.