Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Priz, talvoudegezh udb. C'hoazh ma c'hounezfe an den gwerzh e boan ! Traoù a werzh bras. Ur c'hresk, un digresk gwerzh zo bet d'ar varc'hadourezh-se. & Gwerzh ouzhpennet : kemm zo etre gwerzh ur c'henderc'had prizet hervez priz ar marc'had diouzh un tu ha koust ar c'henderc'hiñ anezhañ diouzh un tu all. An taos war ar gwerzh ouzhpennet (TGO). 2. Sammad rekis evit prenañ udb. Dal, gwerzh ur banne. Deuet e oa a-benn da arboellañ gwerzh ur re votoù sport. 3. Sammad bet da heul ur werzh. Dalc'het en doa gantañ gwerzh ur ranndi en doa gwerzhet pell a oa.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag evit gwir ivez avat, diwezhatoc’h on bet diarc’hen o pardonañ e Sant-Yann-ar-Biz ; reiñ am eus graet gwerzh un oferenn d’an Aotrou Person, ha prenañ am eus graet, d’ar sant, ur c’houlaouenn-goar a nav real ha daou wenneg.

1878
Daveenn : EKG.II p.28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial