En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.
gwezenn diskoultr
Mont a rejont da welout. Ne oa netra nemet al loar o skediñ war delioù gleb iliav ur wezenn derv.
— « Da belec’h, bran du? Da belec’h? Diskenn war brank izelañ ar wezenn hag e klevi anezho o kontañ o zroioù[-]kamm. »
En traoñ, e-harz mogerioù serzh ar manati, war skourr ur wezenn-ber, e kendalc’h an nozkaner, an eostig, gant e serenadenn.
Ar re n'o deus ket a vilionoù da zispign, a chom tostoc'h ouzh an dour, hag e klaskont kaout ar gwezennoù bet lezet a-gostez gant ar re binvidik hag a vefe ur c'holl evito digeriñ hent evit mont betek ur wezenn pe ziv hepken.
Evit aesaat an tremen e vez taolet keuneudennoù er fank pe zoken diskaret ur wezenn evit ma vo kerzhet hed-ha-hed warni.
Mots précédents
Mots suivants
gwezennad