1. Bazh hir ha gwevn.
Troc'hañ ur wialenn hiliber hir hag eeun.
&
Gwialenn wenn : bazh a dalvez d'an dalled da anavezout ar skoilhoù a vez war o hent.
An holl a stok ouzh ar Werc'hez o gwialennoù gwenn.
&
Ent strizh
Bazh implijet evit kastizañ ub., ur bugel anezhañ prl.
Bleinañ ar vugale hep ober implij eus ar wialenn. Ne vez mui dirazo nemet gourdrouz ha gwialenn : taolioù gwialenn.
&
Trl.
Reiñ ar wialenn da ub. : kastizañ ub. a daolioù gwialenn.
Arabat kaout aon da reiñ d'ar paotr-se ar wialenn war e vizied, pa ne vo ket fur.
&
Trl. skeud.
Tañva blaz ar wialenn : bezañ kastizet a daolioù gwialenn.
&
Trl. kv.
Bezañ eeun evel ur wialenn : eeun-tre, e-sell an darempredoù gant ar re all.
Eeun e oa evel ur wialenn, tamm fallagriezh ebet ennañ.
2. Dre heveleb.
Gwalenn vetal.
Ur wialenn houarn.
3. Gwialenn-hud*.
&
Gwialenn-beoc'h : gwialenn olivez pe lore, dezhi div askell en he lein ha div naer gweet en-dro dezhi, zo arouez an doue Merc'her ha hini micherioù an apotikerezh hag ar vezegiezh.
Kelc’hiek e oa an ti-se hag e voe stummet gant koadennoù, gwialennoù haleg gwevn kenweet ha pri.
Kelc’hiek e oa an ti-ze hag e voe stummet gant koadennou, gwialennou haleg gwevn kenweet ha pri.
1923
Référence :
SKET
p.54
« Matugenos a zeuas hag a ganas war ar c’havell kanennoù galloudus, kanennoù hud ; — Etre e vizied e troe ar wialenn ivin [...]. »
« Matugenos a zeuas hag a ganas war ar c’havell kanennou galloudus, kanennou-hud ; — Etre e vizied e trôe ar wialenn ivin [...]. »
1923
Référence :
SKET
p.35
Gwialenn ar barner a [z]euio a-benn anezho.
Gwialenn ar barner a deuio a-benn anê.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)
War e lerc’h, pemp pe c’hwec’h paotr all o deus tañvaet blaz ar wialenn ; hini anezho ne zalc’has penn ouzh ar barner.
War e lerc’h, pemp pe c’houec’h pôtr all o deus tafeet blaz ar wialenn ; hini anê ne zalc’has penn eus ar barner.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.
Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl, dirag ar barner, diou wialenn ozil.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Ar wialenn a bege ouzh kroc’hen e beñsoù : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp !
Ar wialenn a bege eus kroc’hen e bensou : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp !
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
Kastizet e vezent, gant ar skourjez, gant ar wialenn, gant ar « simbol », ha nann hepken er skolioù poblek, mes er skolioù kristen ivez.
Kastizet e vezent, gant ar skourjez, gant ar wialenn, gant ar « simbol », ha nann hepken er skoliou poblek, mes er skoliou kristen ivez.