Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Bazh hir ha gwevn. Troc'hañ ur wialenn hiliber hir hag eeun. & Gwialenn wenn : bazh a dalvez d'an dalled da anavezout ar skoilhoù a vez war o hent. An holl a stok ouzh ar Werc'hez o gwialennoù gwenn. & Ent strizh Bazh implijet evit kastizañ ub., ur bugel anezhañ prl. Bleinañ ar vugale hep ober implij eus ar wialenn. Ne vez mui dirazo nemet gourdrouz ha gwialenn : taolioù gwialenn. & Trl. Reiñ ar wialenn da ub. : kastizañ ub. a daolioù gwialenn. Arabat kaout aon da reiñ d'ar paotr-se ar wialenn war e vizied, pa ne vo ket fur. & Trl. skeud. Tañva blaz ar wialenn : bezañ kastizet a daolioù gwialenn. & Trl. kv. Bezañ eeun evel ur wialenn : eeun-tre, e-sell an darempredoù gant ar re all. Eeun e oa evel ur wialenn, tamm fallagriezh ebet ennañ. 2. Dre heveleb. Gwalenn vetal. Ur wialenn houarn. 3. Gwialenn-hud*. & Gwialenn-beoc'h : gwialenn olivez pe lore, dezhi div askell en he lein ha div naer gweet en-dro dezhi, zo arouez an doue Merc'her ha hini micherioù an apotikerezh hag ar vezegiezh.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

gwialenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg baguette

gwial

1659
Daveenn : LDJM.1 pg baguette

gwialenn bezv

1732
Daveenn : GReg pg (verge de) bouleau

gwialennoù bezv

1732
Daveenn : GReg pg (verge de) bouleau

gwialenn

1732
Daveenn : GReg pg gaule (Gaule, verge.)

gwialennoù

1732
Daveenn : GReg pg gaule (Gaule, verge, p.)

kemerit ur bod gwial

1850
Daveenn : GON.II pg gwialen

gwialenn-beoc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwialen (-beoc'h)

gwialenn-red

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwialen (-beoc'h)

gwialennoù-red

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwialen (-réd)

gwialenn-vesañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwialen (-vesa)

gwialennoù-maesa

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwialen (-vesa)

gwialenn

1850
Daveenn : GON.II pg kélastren, gwalen, gwialen

kemerit ur wialenn red

1850
Daveenn : GON.II.HV pg réd

gwialennoù

1850
Daveenn : GON.II pg gwialen

gwial

1850
Daveenn : GON.II pg gwialen

roit un taol gwialenn d'ar bugel-se

1850
Daveenn : GON.II pg gwialen

Kelc’hiek e oa an ti-se hag e voe stummet gant koadennoù, gwialennoù haleg gwevn kenweet ha pri.

1923
Daveenn : SKET p.54

« Matugenos a zeuas hag a ganas war ar c’havell kanennoù galloudus, kanennoù hud ; — Etre e vizied e troe ar wialenn ivin [...]. »

1923
Daveenn : SKET p.35

Gwialenn ar barner a [z]euio a-benn anezho.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

War e lerc’h, pemp pe c’hwec’h paotr all o deus tañvaet blaz ar wialenn ; hini anezho ne zalc’has penn ouzh ar barner.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Ar wialenn a bege ouzh kroc’hen e beñsoù : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Kastizet e vezent, gant ar skourjez, gant ar wialenn, gant ar « simbol », ha nann hepken er skolioù poblek, mes er skolioù kristen ivez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial