It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !
Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.
Poan am boa da gentañ o krediñ e oa ar savadurioù-se, daoust d’o ment ha d’o fouez, gwintet kerkoulz hag an darn vuiañ eus an tiez, war beulioù sanket e dour al lenn ; dre se ’ta, gallet e vefe gant gwir abeg ober diouzh ar gêrbenn-se Venezia an Hanternoz, rak sed amañ ster gwirion ar ger Stokholm : « savet war beulioù ».
Fañch 'vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
E-keit m’edod gwechall o tiskar kozh iliz Priel hag o sevel an hini nevez, gwintet ken uhel war he zosenn, e veze an den-se o prejañ hag o lojañ e ti Soaz Sapeur.
Ur skouer kaer a emzalc'h e vijent aze evit merc'hed gwenn a zo hag a gav dezho e vezont brav, gwintet ha reut evel keuneudennoù war o seulioù uhel.
Mots précédents
Mots suivants
gwintik