Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lec'hiet uhel. Gwintet eo an ti war an uhel. Ur frav gwintet war beg an tour-iliz. [1954] Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn, a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi. 2. Dre skeud. (db. an dud) Savet uhel en ur renkadur, un urzhaz. 3. Sonn. Siminalioù hir gwintet en aer. 4. Dre ast. Diskaret, pilet. Bezañ gwintet gant ar c'hleñved.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

gwintet

1732
Daveenn : GReg pg hausser (jetter en haut, pp.)

gwintet

1732
Daveenn : GReg pg guinder (élever en haut, pp.)

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Cavalier a oa gwintet tre en eil estaj, mes kaer am boa darc'hañ war an nor, grik ebet.

1944
Daveenn : EURW.1 p80

War dosenn Sant-Weltas, neizh bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa un tour bras hag uhel, ennañ c’hwec’h estaj leun a gambroù evit lojañ barzhed ha brogarourien Vreizh, o doa graet etrezo ur seurt Leandi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

D'al Lun kentañ a viz Here 1889, pevar charabañ leun a valizennoù hag a bakadennoù, gwintet warno ar pevar labous o vont d'ar c'hlud, a guitaas Karnoed mintin mat, ha dre Gallag, dre Lesvaez, dre Vousteruz, ec'h arrujont e kêr Wengamp war-dro kreisteiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !

1944
Daveenn : ATST p.10

Ur c'hraou, leun a venvegoù labour-douar, a baneroù, a batatez, gant un daol-gamm, ur bank, hag er foñs, ur gwele plouz gwintet war bevar beul plantet en douar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Ur skouer kaer a emzalc'h e vijent aze evit merc'hed gwenn a zo hag a gav dezho e vezont brav, gwintet ha reut evel keuneudennoù war o seulioù uhel.

1985
Daveenn : DGBD p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial