A gementadoù bras (an eil elfenn stardet ouzh eben).
Levrioù, bern-war-vern, renket an eil e-kichen egile.
&
Dre skeud.
Trubuilhoù bern-war-vern. Livañ gevier bern-war-vern.
HS. a-leizh, a-steioù, a-vil-vern, a-vordilh.
Lakaat bern-war-vern a zo ul loen spountus, / Oc'h kement zo e luc'h gant daoulagad c'hoantus ; / Euzhus eo da welet.
Lakaat bern-war-vern a zo eul loen spountuz, / Oc'h kement-zo e luc'h gant daoulagad c'hoantuz ; / Heuzuz eo da welet.
1867
Référence :
MGK
p95
Evel ne wele nemet levrioù, bern-war-vern, renket an eil e-kichen egile, e lavaras d’an Aotrou’n eskob e chomje d’her gedal.
Evel ne vele nemed levriou, bern-var-vern, renket an eil e kichenn egile, e lavaraz d’an Aoutrou’n eskop e choumche d’her gedal.
1877
Référence :
EKG.I.
p.14
Eno, evel gagnoù, bern-war-vern, e voe taolet ar "republikaned ruz" ; ne deuaz e penn den ebet ar soñj d’o c’has d’an douar binniget.
Eno, evel gagnou, bern-var-vern, e oue taolet ar "republikaned ruz" ; ne deuaz e penn den ebed ar sonj d’ho c’has d’an douar binniget.
1877
Référence :
EKG.I.
p.204
Neuze me a grio : Tan ! hag holl a-unan e tennimp. Ne vezo ket diaes deomp bizañ, rak n’eo ket re deñval an noz, ha bern-war-vern e vezint en hent a-zindanomp.
Neuze me grio : Tan ! hag oll a-unan e tennimp. Ne vezo ket diez d’eomp biza, rak n’eo ket re denval an noz, ha bern-var-vern e vezint en hent azindannomp.
1877
Référence :
EKG.I.
p.162
Lavaret a rin deoc’h avat ne c’hellas ket lakaat e graban war hini eus ar chouanted, rak ar re-mañ en em ziwalle, en em ganne ha ne dec’hent nemet pa vije ret, pa deue warnezho soudarded ar republik, bern-war-vern, dek pe ugent ouc’h pep hini.
Lavaret a rign d’ehoc’h avad ne c’hellaz ket lakat he graban var hini euz ar chouanted, rag ar re-man en em zioualle, en em ganne ha ne dec’hent nemed pa viche red, pa deue varnezho soudarded ar republik, bern-var-vern, dek pe ugent ouc’h pep hini.
1877
Référence :
EKG.I.
p.146
Kaer o doa ar soudarded en em skoaziañ, en em lakaat daou, tri, bern-war-vern, n’oant ket c’hoazh uhel a-walc’h evit tizhout ar skourr izelañ da stagañ ar gordenn da grougañ Paolig ar Sann.
Kaer o d-oa ar zoudarded en em skoazia, en em lakaat daou, tri, bern-var-vern, n’oant ket c’hoaz huel avoualac’h evit tizout ar skour izella da staga ar gordenn da grouga Paolik ar Sann.
1878
Référence :
EKG.II
p.161
bern-war-vern
tud bern-war-vern
1931
Référence :
VALL
pg beaucoup
dastum bern-war-vern
1931
Référence :
VALL
pg accumuler
Noblañsou Pariz ha Bro-C’hall / ' Zo tuet holl d'ar roue fall ; / Met kement-se ne vern / Pilet ' vint bern-war-vern.
Noblañsou Pariz ha Bro-C'hall / ' Zo tuet holl d'ar roue fall ; / Met kement-se ne vern / Pilet ' vint bern war vern.
1960
Référence :
PETO
p45
Evidoc'h, drouklazhidi Oukraina, ganeoc'h barret eo an douar - hag ivez evidoc'h-hu, gwallazhet bern-war-vern e-barzh Gorodichtch, kêr war ribl ar stêr Dnieper