1. Gwechad huanadiñ.
Hag egile ha leuskel pounnerañ huanadenn ar bed.
&
Trl.
Leuskel e huanadenn ziwezhañ : mervel.
[1954] Tennañ e huanadenn diwezhañ : mervel
[1954] [...] setu pelec’h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec’h [huanadenn] diwezhañ.
[1954] Allas, lakaet e oa dezhañ mervel ha prestik e tennas ar paourkaezh Aleksandr e huanadenn diwezhañ, Doue d’e bardono !
HS. huanad.
2. Dre skeud., difetis (e troiennoù)
Pezh a soñj un den e-unan, pezh a lavar dezhañ e-unan diwar levezon ur santad, ur soñj bnk.
— Brav e vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh.
HS. mouezh.
Référence :
GReg
pg élans (de devotion, de pieux élans vers le Ciel)
huanadennoù devot etreze Doue
c'huanadennou devod etreze Douë
1732
Référence :
GReg
pg élans (de devotion, de pieux élans vers le Ciel)
Hag an Aotrou kozh a blegas ouc’h an daol, e benn etre e zaou zorn, en ur dennañ un huanadenn hir.
Hag an Aoutrou koz a blegaz ouc’h an daol, he benn etre he zaou zourn, en eur denna eun huanadenn hir.
1877
Référence :
EKG.I.
p.19
En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.
En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze d’ezi eun enebiez bennak, a heje kudennou he fennad-bleo melen, a rae eun huanadenn, a stoke he dourn ouz he zal, evel evid e beurzivorenni hag, o trei ouz Manos, a zelle outan hag a vousc’hoarze.
1923
Référence :
SKET
p.44
— Brav [e] vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh.
— Brao a vo [sic "e vo"] du-hont, war an trêz, c’hoari gant ar re all ! a c’houeze d’ean, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegez.
Ha deus pep kalon e savas un huanadenn a frealzidigezh, pa eo bet gwelet ar vag c’hoazh war c’horre an dour.
Ha deus pep kalon e savas eun huanadenn a frealzidigez, pa eo bet gwelet ar vag c’hoaz war c’houre an dour.
1925
Référence :
BILZ2
p.145
Bev 'oa c'hoazh hor c'heneil pa zouaras ar C'hleber e Dakar, met un derzhienn spontus a oa gantañ ha tennañ a reas e huanadenn diwezhañ er c'harr-dre-dan war hent an ospital.
Bev 'oa c'hoazh hor c'heneil pa zouaras ar C'hleber e Dakar, met un derzhienn spontus a oa gantañ ha tennañ a reas e huanadenn diwezhañ er c'harr dre dan war hent an ospital.
1954
Référence :
VAZA
p.90
Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n’he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec’h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec’h huadanenn [sic, huanadenn] diwezhañ.
1954
Référence :
VAZA
p.46
Allas, lakaet e oa dezhañ mervel ha prestik e tennas ar paourkaezh Aleksandr e huanadenn diwezhañ, Doue d’e bardono !
Allas, lakaet e oa dezhañ mervel ha prestig e tennas ar paour kaezh Aleksandr e huanadenn diwezhañ, Doue d’e bardono !
1954
Référence :
VAZA
p.182, notenn 1
War-lerc'h e lennaden e chom da brederiañ hag e laosk, bep ur mare, huanadennoù hir.
War-lerc'h e lennadenn e chom da brederia hag e laosk, bep eur mare, huanadennou hir.