Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad huanadiñ. Hag egile ha leuskel pounnerañ huanadenn ar bed. & Trl. Leuskel e huanadenn ziwezhañ : mervel. [1954] Tennañ e huanadenn diwezhañ : mervel [1954] [...] setu pelec’h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec’h [huanadenn] diwezhañ. HS. huanad. 2. Dre skeud., difetis (e troiennoù) Pezh a soñj un den e-unan, pezh a lavar dezhañ e-unan diwar levezon ur santad, ur soñj bnk. — Brav e vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh. HS. mouezh.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

huanadoù a zevosion

1732
Daveenn : GReg pg élans (de devotion, de pieux élans vers le Ciel)

huanadennoù devot etreze Doue

1732
Daveenn : GReg pg élans (de devotion, de pieux élans vers le Ciel)

Hag an Aotrou kozh a blegas ouc’h an daol, e benn etre e zaou zorn, en ur dennañ un huanadenn hir.

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.

1923
Daveenn : SKET p.44

— Brav [e] vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Ha deus pep kalon e savas un huanadenn a frealzidigezh, pa eo bet gwelet ar vag c’hoazh war c’horre an dour.

1925
Daveenn : BILZ2 p.145

Bev 'oa c'hoazh hor c'heneil pa zouaras ar C'hleber e Dakar, met un derzhienn spontus a oa gantañ ha tennañ a reas e huanadenn diwezhañ er c'harr-dre-dan war hent an ospital.

1954
Daveenn : VAZA p.90

Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n’he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec’h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec’h huadanenn [sic, huanadenn] diwezhañ.

1954
Daveenn : VAZA p.46

War-lerc'h e lennaden e chom da brederiañ hag e laosk, bep ur mare, huanadennoù hir.

1960
Daveenn : PETO p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial