Pegeit e chomis semplet ? N’on ket evit her lavaret deoc’h. Me 'gred n’oan ket bet gwall bell, rak an avel-dro hag ar yenien a yoa e foñs ar puñs a dlee, e berramzer, divoudinellañ va fenn ha digas din va skiant-vat.
Pegeit e chomiz semplet ? N’oun ket evit her lavaret d’eoc’h. Me gred n’oan ket bet goall bell, rag an avel-dro hag ar ienien a ioa e fons ar punz a dlie, e berr-amzer, divoudinella va fenn ha digas dign va skiant vad.