1. Stad ub. en deus poan o kaout e anal en-dro.
Emañ ar berranal gantañ, warnañ. Redet o doa betek an ti, berranal ganto.
2. Kleñved skevent a zegas barradoù mougañ.
Bezañ gant, bezañ taget gant ar verranal. Mervel gant ar verranal.
Référence :
GON.II
pg berr-alan (Il est asthmatique. Il a de l'asthme, de la difficulté à respirer).
berralan
berr-halan
1850
Référence :
GON.II
pg berr-alan
Leun-wad, roget he roched, dialanet, e deod er-maez eus e c’hinou, ur pistig e korn e gof, ec’h en em gav war bont Rozanklañ, a zo etre parrez Plouared hag ar C’hozhvarc’had ; emañ o vont da gouezhañ war an hent gant ar berr-alan...
Leun c’hoad, roget he roched, dialanet, he deod er meaz euz he c’hinou, eur pistik e korn he gof, ec’h en em gaf var bount Rozanklan, a zo etre parrez Plouaret hag ar C’hoz-Marc’had ; eman o vont da goueza var an hent gand ar berr-alan...
1877
Référence :
EKG.I.
p.128
Ur wech m’oa tremenet ganto ar ganol, ne glevent trouz ebet ken ; an dra-se a zisamme un tamm o c’halon, hag, evel m’edo dija ar berralan ganto, e chomjont a-sav hag e tistrojont da welet hag un tamm lañs o doa c’hoazh.
Eur veach m’oa tremenet gantho ar ganol, ne glevent trouz ebet ken ; an dra-ze a zizamme eun tamm ho c’haloun, hag, evel m’edo dija ar berr-alan gantho, e chommchont a-za hag e tistrochont da velet hag eun tamm lans o doa c’hoaz.