1. [Hbr, 1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931] Meskad gazoù a ya er-maez eus ar skevent pa zianaler.
[1499] Alan.
[1659] Alan.
[1732] Alan.
[1850] Alan.
&
[1732] Bezañ c'hwek e analoù, [1732] bezañ dous e analoù, bezañ mat e analoù, [1732] bezañ yac'h e analoù : bezañ c'hwezh vat gant e alan.
[1732] Alanoù dous. [1732] Alanoù c'hwek. [1732] Alanoù yac'h.
&
[1732] Bezañ brein e anal, [1732] bezañ flaerius e anal, [1732] trenk e anal : bezañ c'hwezh fall ganti.
[1732] Alan flaerius. [1732] Un alan flaerius-meurbet. [1732] Alan trenk. [1732] Alan vrein.
[1850] An alanoù flaerius a zeu peurliesañ eus an dent.
&
Bezañ c'hwezh fall gant, war e anal. N'eo ket mat chom en anal un den klañv.
C'hwezhañ e anal.
&
[1850] Delc'her war e anal, moustrañ war e anal : mirout ouzh an aer a vont er-maez eus ar skevent.
[1850] Dalc'hit hoc'h alan !
&
Trl.
Kaout anal, bezañ hir e anal : bezañ gouest da chom pell o tianalañ ar c'hementad aer zo er skevent.
Anal en deus da ganañ.
2. Dre ast.
[1499, 1659, 1732, 1931, 1944, 2015] Aer degaset er skevent en un analadenn.
Sachañ e anal, [1659, 1732, 1867 1931, 1944, 1949] tennañ e anal, [2015] kemer e anal : enanalañ, kemer e anal dre ar fri, ar genoù.
[1867] Ma ne c'hell ho pried kaout ar peoc'h ur pennad, / Petra raio neuze, lavarit, meveloù ? Da dennañ o alan[,] mar savont o fennoù, / Emaoc'h outo raktal o yudal a-bouez-penn !
[1944] Evit-se am boa ur chañs : kaout un den a-vicher d'am henchañ da gregiñ ober ma deskoni war ar moullerezh en ur gas en-dro ma studi lezennerezh ; e-lec'h krizañ, evel pa oan o vont d'ar golaj, ma c'halon a zigore, tennañ a raen aesoc'h ma alan.
[1949] Tennañ a ra hir ar c’hrennard war e anal.
[1949] Ne sache ket mui ingal war e anal.
[2015] Kemer a ra e anal a-raok kregiñ gant ar gentel.
&
Trl.
Un tenn anal : kementad aer a zegaser er skevent en un analadenn.
&
Tr. adv.
Bep tenn anal : alies-tre.
3. [1867] Aer degaset er skevent ha taolet er-maez a-bep-eil.
[1867] An ostiz n'en doe ket ar boan / Da eilbediñ an tremeniad : / Hemañ, a-raok, gant e alan / C'hwezh da dommañ e viziad.
&
Trl.
Koll (e) anal, mont berr e anal (gant ub), bezañ tenn e anal (da ub.), bezañ c'hwitet, manket e anal (da ub.) : na vezañ evit analañ ken e-pad ur pennad goude ur striv re greñv.
Redek betek koll anal. E anal a ginnigas mankout.
&
Bezañ berr e anal : koll e anal aes.
&
Kaout e anal (en-dro): bezañ gouest da analañ (endro).
&
Troc'han anal ub. : e lakaat da vezañ dic'houest da analañ ent reizh.
Ar paz a droc'h an anal.
&
Dre ast., trl.
Reiñ un tamm anal da ub. : leuskel un tamm amzer gantañ da gaout e anal en-dro, da ziskuizhañ.
&
Ober un tenn anal : diskuizhañ.
(db. an dud)
Menel e anal ennañ : chom hep analat.
Pa errujont ouzh toull an nor e oa manet o anal enno. Ar skrilh a gan betek menel e anal ennañ.
4. Trl. (db. an dud klañv)
Bezañ izel e anal : bezañ poan gantañ oc'h analañ, bezañ dinerzh e analadur.
&
Bezañ uhel e anal : bezan nerzhus e analadur.
&
Dont anal c'hoazh diouzh ub., c'hwezhañ un tamm anal en ub. : bezañ bev c'hoazh.
&
Stank an anal : an analadenn ziwezhañ, ar marv.
Stank an anal n'emañ ket pell.
5. Trl. skeud.
Bezañ e anal war ub., udb. : c'hoantaat ub., udb.
Hennezh zo e anal war an ti-mañ.
&
(db. an traoù)
Bezañ en anal ub. : bezañ c'hoantaet gantañ.
&
Trl.
(db. an darempredoù etre an dud)
Bezañ e anal ub. : bezañ levezonet gantañ.
6. Dre heveleb.
Fiñv an aer, c'hwezh an avel.
Bezañ dindan anal an avel.
7. Dre skeud. (db. an nevezamzer pe an hañv prl.)
Termen a dalvez da aroueziñ nerzh an natur o vevañ endro, oc'h emdreiñ, ar c'hwezhioù a glever enni.
Anal an nevezamzer.
&
(impl. da anv unan.)
Analoù flour ar gwez.
An ostiz n'en doe ket ar boan / Da eilbediñ an tremeniad : / Hemañ, a-raok, gant e alan / C'hwezh da dommañ e viziad.
Ann ostiz n'en doe ket ar boan / Da eil-bedi ann tremeniad : / He-man, a-raok, gant he alan / C'houez da domma e viziad.
1867
Référence :
MGK
p38
« Ma ne c'hell ho pried kaout ar peoc'h ur pennad, / Petra raio neuze, lavarit, meveloù ? Da dennañ o alan[,] mar savont o fennoù, / Emaoc'h outo raktal o yudal a-bouez-penn ! »
« Ma ne c'hell ho pried kaout ar peoc'h eur pennad, / Petra raio neuze, lavarit, mevellou ? Da denna ho alan mar savont ho fennou, / Em oc'h out-ho rak-tal o iudal a-boez-penn ! »
1867
Référence :
MGK
p76
Ar jabadao a rae ar chouanted oc’h aozañ o c’hoan a laka e galon da grenañ, e benn da voudinellat hag e zent da s[t]lakal ; stanket eo toull e c’houzoug, ne c’hell ken tennañ e alan...
Ar jabadao a rea ar chouanted oc’h aoza ho c’hoan a laka he galoun da grena, he benn da voudinellat hag he zent da sklakal ; stanket eo toull he c’houzoug, ne c’hell ken tenna he alan...
1877
Référence :
EKG.I.
p.126
P’oen azezet war ribl ar ganol, e tennis va alan ; aet e oa berr warnon ; ma n’em boa ket bet a aon, em boa bet enkrez da vihanañ.
P’ouen azezet var ribl ar ganol, e tenniz va alan ; eat oa berr var-noun ; ma n’em boa ket bet a aoun, em boa bet enkrez da viana.
1878
Référence :
EKG.II
p.24
Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.
Pa en em gaviz dirag Maner-al-Liorzou, oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gaf dign. Araog diskenn euz ar park enn hent, ec’h en em harpiz ouc’h ar c’hleuz a-zindan eur skour lann ; chom a riz hep tenna va alan, astenn a riz va skouarn da zelaou ha me a glefche eun dra-bennag a bell pe a dost.
1878
Référence :
EKG.II
p.38
Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla (5), an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.
1923
Référence :
SKET
p.27
Ar mor, e ouelec’hioù louet ha glas, a gelc’hias an douar evel ur c’hant arc’hant pe un naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadoù ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.
Ar mor, e ouelec’hiou loued ha glas, a gelc’hias an douar evel eur c’hant arc’hant pe eun naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadou ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.
1923
Référence :
SKET
p.28-29
E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.
E-pad ma rene Rogiamon eo e c’houezas Guton e anal war ar bed o kroui Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Maro, Tad an Ankou, e tle kement en deus buhez distrei davetan eun deiz, e tle neb a zo bevaet gand ar C’houez dont d’e gaout o tiwiska e zibourc’h marvel.
1923
Référence :
SKET
p.29
Ma teuas d’en em veskañ o anal. Hag ez oa anal an daou-se, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skañv ha ker skañv , ker kuñv ha ker kuñv.
Ma teuas d’en em veska o anal. Hag ez oa anal an daou-ze, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skanv ha ker skanv, ker kunv ha ker kunv.
1924
Référence :
SKET.II
p.9
"anal" gg. [...] (yezhoù Kerne ha Gwened). Reizhoc’h ha gwelloc’h eget "halan" : kembraeg "anadl", iwerzhoneg "anal", skoseg "anail" = hengeltieg "*anatla".
"anal" gg. [...] (yezou Kerne ha Gwened). Reisoc’h ha gwelloc’h eget "halan" : kembraeg "anadl", iwerzoneg "anal", skoseg "anail" = hen-geltieg "*anatla".
Référence :
GERI.Ern
pg alan (haleine, respiration)
anal
alan
1927
Référence :
GERI.Ern
pg alan (haleine, respiration)
anal
aelan
1927
Référence :
GERI.Ern
pg alan (haleine, respiration)
A-greiz m'en em drechalen evel-se, ur youl all a skubas anal griz an enkrez a-ziwar va spered.
A-greiz m'en em drechalen evel-se, eur youl all a skubas anal griz an enkrez a-ziwar va spered.
1929
Référence :
SVBV
p.18
tennañ e alan
tenna e alan
1931
Référence :
VALL
pg aspirer
Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ.
1944
Référence :
ATST
p.65
Evit-se am boa ur chañs : kaout un den a-vicher d'am henchañ da gregiñ ober ma deskoni war ar voullerezh [sic, moullerezh] en ur gas en-dro ma studi lezennerezh ; e-lec'h krizañ, evel pa oan o vont d'ar golaj, ma c'halon a zigore, tennañ a raen aesoc'h ma alan.
Evit-se, am boa eur chañs : kaout eun den a vicher d'am hentcha da gregi : ober ma deskoni war ar Voulerez en eur gas en-dro ma Studi Lezennerez ; e-lec'h kriza, evel pa oan o vont d'ar Golaj, ma c'halon a zigore, tenna a raen aesoc'h ma alan.
1944
Référence :
EURW.1
p78
Harpet war barlenn ar prenestr, tennañ a ra hir ar c’hrennard war e anal. N’emañ ket en e aes [aez].
1949
Référence :
SIZH
p.39
Ha, koulskoude, ne sache ket mui ingal war e anal.
1949
Référence :
SIZH
p.47
Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.
1949
Référence :
SIZH
p.59
Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.
1949
Référence :
SIZH
p.46
Mezvet eo ar ganerien gant o fringol o-unan ha gant anal domm an noz.
1949
Référence :
SIZH
p.39
Kemer a ra e anal a-raok kregiñ gant ar gentel.
2015
Référence :
EHPEA
p89
Note d'étude
Menegiñ a reas ar Gonideg e veze distaget 'anal', 'hanal' pe 'énal' e Bro-Wened.
Étymologie
Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "anadl" kenster gantañ.
Hbr "*anadl" > KrBr. "alazn" (dre eilpenn soniadoù) > BrM. "alan" (met "anal" e brezhonegoù kreistez ar vro.).