I.
1. [1850] Kravazh.
Torret eo ar c'haravelloù.
[1850] Re a deil hoc'h eus lakaet war ar garavell-mañ.
2. GWECHALL
[1931] Kavell bihan a veze istribilhet e-barzh ur gwele-kloz.
E-pad an noz e vezen lakaet er garavell.
3. Paner a lakaer war daougostez ul loen-kezeg.
II.
PEMDEZ
(en e furm lies)
1. Izili.
Ar c'hi a oa astennet war e garavelloù. E garavelloù gantañ er vann, marv-mik.
&
Trl.
[1850] Mont war e garavelloù : kerzhet war an daouarn hag an treid pe an daoulin.
HS. mont war e balavanoù, mont war e barlochoù, mont war e grabotoù, mont war ar c'hrabotinoù.
2. Divesker.
&
Trl.
Sachañ e garavelloù gantañ : en em dennañ kuit.
Ne c'hallas ket unan hepken sachañ e garavelloù gantañ eus al lec'h-se.
DHS. ahel, divhar, ell, skas.