Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1850] Kravazh. Torret eo ar c'haravelloù. [1850] Re a deil hoc'h eus lakaet war ar garavell-mañ. 2. GWECHALL [1931] Kavell bihan a veze istribilhet e-barzh ur gwele-kloz. E-pad an noz e vezen lakaet er garavell. 3. Paner a lakaer war daougostez ul loen-kezeg. II. PEMDEZ (en e furm lies) 1. Izili. Ar c'hi a oa astennet war e garavelloù. E garavelloù gantañ er vann, marv-mik. & Trl. [1850] Mont war e garavelloù : kerzhet war an daouarn hag an treid pe an daoulin. HS. mont war e balavanoù, mont war e barlochoù, mont war e grabotoù, mont war ar c'hrabotinoù. 2. Divesker. & Trl. Sachañ e garavelloù gantañ : en em dennañ kuit. Ne c'hallas ket unan hepken sachañ e garavelloù gantañ eus al lec'h-se. DHS. ahel, divhar, ell, skas.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

karavell

1850
Daveenn : GON.II pg karavel (Civière ou brancard dont on se sert pour porter le fumier).

karavelloù

1850
Daveenn : GON.II pg karavell (Civière ou brancard dont on se sert pour porter le fumier. Pl.), palafanou

Mont war e garavelloù.

1850
Daveenn : GON.II pg karavel (Marcher à quatre pieds, sur les mains et sur les pieds ou sur les genoux ; marcher comme les culs-de-jatte).

Re a deil hoc'h eus lakaet war ar garavell-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg karavell (Vous avez mis trop de fumier sur cette civière).

karavell

1931
Daveenn : VALL pg berceau

Notennoù studi

Ur ger eus Bro-Dreger e vefe hervez GON.II.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial