1. (db. ar sammoù)
Uhel e bouez.
HS. pouezus.
2. (db. ar boued)
Diaes e c'hoiñ.
Kig kargus, boued kargus.
DHS. teuc'h.
HS. pounner (I A 3), sammus, stambouc'hus.
ES. skañv.
3. Dre skeud.
A laka atebegezh, redi war ub. (d'ober an dra-mañ-tra, an dispign-mañ-dispign h.a.).
Re gargus eo kement-se.
DHS. koustus, mizus.
4. (db. ar c'hefridioù, ar c'hargoù)
A ro kalz labour.
Bezañ beleg zo kargus.
HS. bec'hius, labourus.