1. Leizh ur c'harr.
Ur c'harrad foenn. Al laeron a dagas ur c'harrad beajourien.
[1878] Un dervezh, Per a yoa aet, gant e jav, da gerc’hat ur c’harrad bezhin digaset dezhañ da Dreizh-ar-Gordenn gant ur vag a Garanteg.
&
Trl.
Ober ur c'harrad : aozañ duilhoù, foenn en ur c'harr e doare ma ne gouezhint ket.
&
Trl. skeud. (db. ar vreudeur, ar c'hoarezed)
Ober karrad foenn : teuler dismegañs war e vreur (pe he c'hoar) henañ o timeziñ araozañ (araozi).
&
Kaout karrad foenn : kaout dismegañs digant e vreur, he c'hoar yaouañ pa zimez a-raok an-unan.
2. Dre skeud.
Kementad bras.
Ur c'harrad finesaoù zo gantañ.
&
Trl. skeud.
Kaout re garrad : kaout re a vec'h, re d'ober.
Mes honnezh n'he divije morse re garrad.
Tri loan eus ar re wellañ a yoa stag gantañ ouc’h e garr ; edo erru d’ar gêr gant e garrad, edo o sevel dioc’h maner Kerlaodi, pa lammas en hent, en un taol krenn, diwar ar c’hleuz, ur c’hi-chase hag a ranke bezañ o redet war-lerc’h ur c’had bennak.
Tri loan euz ar re vella a ioa stag gant-han ouc’h he garr ; edo erru d’ar gear gand he garrad, edo o sevel dioc’h maner Kerlaodi, pa lammaz enn hent, enn eun taol krenn, divar ar c’hleuz, eur c’hi chase hag a ranke beza o reded varlerc’h eur c’had-bennag.
1878
Référence :
EKG.II
p.175-176
Un dervezh, Per a yoa aet, gant e jav, da gerc’hat ur c’harrad bezhin digaset dezhañ da Dreizh-ar-Gordenn gant ur vag a Garanteg.
Eun dervez, Per a ioa eat, gand he jao, da gerc’hat eur c’harrad bezin digaset d’ezhan da Dreiz-ar-Gordenn gand eur vak a Garantek.
1878
Référence :
EKG.II
p.175
Un hanter devezh-arat frank a zo deus an dachenn, ha taer [teir] c'harrad teil-ker a zo ezhomm d'an nebeutañ evit digas an treo ken dru[z]-mañ.
Eun hanter devez arat frank a zo deuz an dachenn, ha taer c'harrad teil-ker a zo ezomm d'an nebeutan evit digas an treo ken dru-man.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
En amzer ar roue Eparios, ar c’hwec’hvet bloavezh eus ar renadur anezhañ, eo e voe tremenet harzoù ar vro-Wenn gant an Tri Den Kollus hag an tri c’harrad gwalloù anezho, renet gant teir merc’h an Amc’houloù.
En amzer ar roue Eparios, ar c’houec’hvet bloavez eus ar renadur anezan, eo e voe tremenet harzou ar vro-Wenn gand an Tri Den Kollus hag an tri c’harrad gwallou anezo, renet gant teir merc’h an Amc’houlou.
1923
Référence :
SKET
p.85
karrad tennoù
karrad-tennou
1931
Référence :
VALL
pg batterie
Ar baotred-se a gerzhe da heul ur bagad chouanted, kaset da argadiñ poultrerezh Pont-ar-Veuzenn, e lec'h ma skrapjont un nebeud karradoù poultr a yeas ganto da vrezeliñ.
Ar baotred-se a gerze da heul eur bagad chouanted, kaset da argadi poultrerez Pont-ar-Veuzenn, e lec'h ma skrapjont eun nebeud karradou poultr a yeas ganto da vrezeli.
1960
Référence :
PETO
p8
Deuet int gant 17 karrad archerien pa ne oa den ouzh o gortoz