1. Dezhañ stumm ur c'harrez.
Tour an iliz zo karrez. Un ti karrez, un daol garrez.
&
Dre ast.
Zo damheñvel e stumm ouzh hini ur c'harrez.
Ur hern plouz karrez.
&
Dre skeud. (db. an dud)
Korfet ledan, nerzhus. Un den karrez.
2. Stn.
Metr*, metrad*, [1985] kilometrad karrez.
[1985] 64 000 den o vevañ war 900 kilometrad karrez.
Gwrizienn* garrez.
Référence :
GReg
pg équarir (ou équarrer, dresser du bois à angles droits)
Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, un teir-gwern karrez eus an Naoned, ul lestr a bemp kant tonell nevez-flamm.
Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, eun teir-gwern karre eus an Naoned, eul lestr a bemp kant tonnell neve-flamm.
1925
Référence :
BILZ2
p.182
An inizi São Tomé ha Príncipe a zo e dalc'h Portugaliz. Poblet stank int peogwir ez eus 64 000 den o vevañ war 900 kilometrad karrez, ar pezh a ra 71 dre km², da lavarout eo tost da vat kement hag e Breizh.