Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dezhañ stumm ur c'harrez. Tour an iliz zo karrez. Un ti karrez, un daol garrez. & Dre ast. Zo damheñvel e stumm ouzh hini ur c'harrez. Ur hern plouz karrez. & Dre skeud. (db. an dud) Korfet ledan, nerzhus. Un den karrez. 2. Stn. Metr*, metrad*, [1985] kilometrad karrez. [1985] 64 000 den o vevañ war 900 kilometrad karrez. Gwrizienn* garrez.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

lakaat karrez

1732
Daveenn : GReg pg équarir (ou équarrer, dresser du bois à angles droits)

Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, un teir-gwern karrez eus an Naoned, ul lestr a bemp kant tonell nevez-flamm.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

An inizi São Tomé ha Príncipe a zo e dalc'h Portugaliz. Poblet stank int peogwir ez eus 64 000 den o vevañ war 900 kilometrad karrez, ar pezh a ra 71 dre km², da lavarout eo tost da vat kement hag e Breizh.

1985
Daveenn : DGBD p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial