1. Araez kehentiñ.
Desket hon eus ouzh petore kehent e oa kizidik an hini nevez-c'hanet. Ar yezh komzet ha klevet he deus adkemeret he roll evel kehent a sevenadur.
2. Nep hent pe linenn a dalvez da gehentiñ.
War ar pennañ kehentoù emañ ar pennan kêrioù. Heverk eo Kornôg Nesañ ar Stadoù Unanet dre he c'hehentoù (Mississipi, Lennoù Meur, hentoù-houarn). Un hordennad kehentoù.
3. (impl. hep gm.)
Liamm, darempred.
&
Trl.
Lakaat kehent : lakaat e darempred.
&
Bezañ e kehent gant ub. : bezañ kenereet ouzh ub. dre un araez kehentiñ.
4. Impl. da stn.
O kehentiñ an eil gant egile.
Kempouez div liñvenn e daou lestr kehent.