I.
G.
Fetis
A.
1. Egorenn a zarempreder, a dreuzer evit mont d'ul lec'h bnk.
Digeriñ, ober, kavout e hent da, war-du, etrezek ul lec'h bnk. Digeriñ e hent a-dreuz, dre, dre-douez udb.
2. Ent strizh
An egorenn-se bet diac'hubet ha terket ; gorreenn a dalvez da vont eus an eil lec'h d'egile.
An daou du d'an hent. Ribl an hent. Sol an hent. Bezañ a-dreuz hent : stankañ ouzh an tremen. • Digeriñ un hent. Ober hentoù nevez. • Un hent bihan, bras, ledan, strizh. Kerzhet dre hentoù rust ha diaes. Fank zo en hentoù. Hentoù fall, mat, teñval, riklus pa vez glav, kaledet gant an heol. Hentoù meinet. • Krec'h, pouez-krec'h zo gant an hent. War-grec'h emañ an hent. Traoñ, pouez-traoñ zo gant an hent. An hent zo war bouez-traoñ. War ziribin emañ an hent. Un hent war bign, war ziskenn. • Hent bleiz : hent fall-tre, ne c'haller mont gantañ nemet gant poan. Hent don : hent-kev. Hent gwenn, kannet, pilet : hent a vez darempredet kalz. Hent-distro, hent glas : hent darempredet nebeut. • Hent departamant : zo un departamant e karg anezhañ. Hent roman : hent-bras an Henamzer roman. • Hent Pondivi, an hent da Bondivi : an hent a gas da Bondivi. Da belec'h e kas an hent-mañ ? Pelec'h e tegouezh an hent-mañ ? hemañ eo an hent a gas da Roazhon. • Mont gant an hent : kerzhet, bale war un hent, e heuliañ. Diskenn, pignat gant an hent : diskenn, pignat drezañ. Skeiñ war un hent, kemer penn un hent : divizout mont gant an hent-mañ-hent. Mont etrezek ur penn pe ur penn all d'an hent : d'un tu pe d'unan all. Mont dre an hentoù : redek bro.
3. Digor en udb. a dalvez da dremen.
DHS. genoù, ode, ribin, riboul, toull, tremen.
4. Trl.
Mezeg.
DRE AÑ HENT (+AV.), DRE HENT AN(HS. AV.) : dre al lec'h-se.
Kemer ul louzoù dre an hent analañ, dre hent an analañ : e gemer dre ar fri.
DHS. forzh.
5. Korf. (en e furm lies prl. ; db. ar merc'hed ha parezed bronneged zo)
Forzh.
HS. gouhin.
B.
1. Hent meur : hent roman.
2. Relij
HENT AR GROAZ : taolennadur livet pe gizellet eus ar Basion a ziskouez ar C'hrist o tougen e groaz, o pignat gant an hent a gas d'ar C'halvar.
Pevarzek taolenn Hent ar Groaz.
3.
Tremen-hent*.
HS. alez, arroudenn, bali, banell, boulouard, digor, forzh, genoù, gwenodenn, kan, kanol, ode, rabin, ribin, riboul, san, straed, toull, treizh, tremen, trepas.
II.
G.
Difetis
A.
1. Roud a heulier, zo da vezañ heuliet a-benn mont d'ul lec'h resis.
An eeunañ hent. Faziañ diwar an hent, bezañ kollet a-ziwar e hent. Koll e hent. Kavout e hent. Ne oar ket an hent da Bont-'n-Abad. Cheñch hent, treiñ diwar e hent : cheñch roud. Reiñ tro d'e hent : e hiraat dre gemer distroioù. • Goulenn an hent d'ul lec'h bnk. : goulenn dre belec'h mont di. Diskouez an hent da ub. : diskouez dezhañ ar roud a ranko heuliañ. Pe hent, dre be hent ? : dre belec'h, dre be du ? Dre be hent eo mont da Vontroulez ?
2. Trl.
Na c'houzout hent ebet ken : bezañ kollet da vat.
&
Mont, kerzhet gant e hent : delc'her da vont gant e roud, na chom a-sav.
&
It, kit, kerzhit gant ho hent ! : urzh a roer pa venner pellaat, argas ub. eus ul lec'h bnk.
B. (en troiennoù)
Baleadenn, beaj ; obererezh dilec'hiañ en ur gerzhet.
1. Un devezh, daou zevezh hent : un devezhiad, daou zevezhiad bale.
2. MONT EN HENT, KEMER PENN AÑ HENT : mont kuit.
Deomp en hent ! Ober e bak da vont en hent : prientiñ e draoù a-raok mont kuit. Ur banne a gemerfec'h a-raok kemer penn an hent ?
[1878] [...] ha n’oa ket bet ret lavaret div wech d’ar veleien mont en hent.
3. Mont en e hent, e penn an hent evit mont da, war-du, etrezek ul lec'h bnk. : bezañ o vont d'al lec'h-se.
[1877] Anat e oa ez oa aet ar soudarded en o hent.
&
Kemer e hent, penn an hent evit mont da, war-du, etrezek ul lec'h bnk. : loc'hañ kuit evit mont d'al lec'h-se.
Kemeret en doa penn an hent da vont d'e gêr.
4. Bezañ en hent : bezañ o vale, o veajiñ.
&
Bezañ en hent da zont, war an hent da zont : bezañ o tont.
5. Bezañ e penn an hent : bezañ degouezhet e penn e veaj.
6. Bale, kerzhet, mont gant e hent : bezañ o kerzhet.
&
Tr. estl.
Yao gant an hent !, Yao en hent ! : stagomp gant hor baleadenn, hor beaj.
C.
1. Trl.
DRE BE HENT, PE DRE HENT : penaos, dre beseurt doare.
Dastum madoù ne vern dre be hent.
&
EN HENT-SE, DRE AN HENT-SE : en doare-se, evel-se.
Bez' o deus bet, en hent-se, an eurvad d'en em ziwall diouzh al laeron. Kavout a rae dezhañ edo, en hent-se, o vont da lakaat an dud da vouezhiañ evit e gostezenn.
2. Tr. adv.
E PEP HENT : e pep keñver.
Ober e ziarbennoù e pep hent. He c'homzoù, e pep hent, a ziskoueze e oa ur plac'h a zeskadurezh kaer.
&
A BEP HENT : a bep tu, a bep lec'h, e pep keñver.
Bezañ leal, eeun a bep hent. Ne glaskont nemet an tu da noazout din a bep hent.
&
(db. an traoù)
Bezañ mat a bep hent : bezañ mat-kenañ.
III.
Dre skeud.
A.
1. (db. an dud)
Roud, emzalc'h a c'haller pe a ranker heuliañ a-benn tizhout ur pal lakaet.
Hent ar frankiz, ar furnez, ar wirionez. Hent strizh an dever. Ober an hent da vezañ karet.
&
Relij.
Hent ar baradoz, an neñv, hentoù Doue : gourc'hemennoù Doue.
[1878] Unan anezho a zo chaloni e Kemper, e c’hoar a zo leanez : o-daou war hent eeun ar Baradoz.
&
Trl.
An hent eeun : troienn a dalvez da c'heriañ an doare reizh, onest da gaout, d'ober udb.
[1878] En ur vro-all ne vezi ket anavezet hag e vezo aes dit dont war an tu mat, rak pell-bras a zo ne valees ket war an hent eeun.
2. Trl. skeud.
Chom dre an hent : chom berr.
&
Digeriñ an hent : bezañ an hini kentañ oc'h ober udb. a gemero ar re all skouer diwarnañ pe a zegaso traoù nevez, araokadennoù d'e heul.
Laeneg a zigoras an hent d'ar vezegiezh arnevez.
&
An hent etre : an tu etre, kreiz, etre daou ziskoulm disheñvel, daou soñj enep, h.a.
Heuliañ an hent-etre.
B.
1. AN HENT : buhez, obererezhioù un den lakaet a-geñver gant ar pezh zo lakaet da skouer er gevredigezh m'emañ o vevañ.
&
Mont klenk dre an hent : diwall a zispign re.
&
Mont eeun gant an hent : sentiñ, ober ar pezh a vez lavaret ouzh an-unan ober.
&
Ober e hent er vuhez : dont a-benn mat, kavout un doare dezhañ e-unan da gas e vuhez war-raok.
[1944] Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…
&
Mont gant e hent : delc'her d'ober diouzh e zoare e-unan.
&
Chom, mont a-dreuz gant e hent : na zont a-benn eus udb., c'hwitañ.
2. Ent strizh
AN HENT MAT : an hent, an emzalc'h a glot rik gant pennaennoù buhezegezh ur gevredigezh tud, d'ur mare bnk.
Bezañ en hent mat. Distreiñ, mont, riklañ diwar an hent mat. : na vont gant an hent-se.
[1878] [...] anat e oa n’en doa ket a c’hoant da zistreiñ war an hent mat.
&
Madoù deuet dre an hent mat : zo bet akuizitet en un doare onest.
HS. kêr.
&
Madoù deuet dre an hent fall, dre wall hent : zo bet akuizitet dre laer, pe dre douell.
&
[1878] faziañ war e hent : ren ur vuhez direizh.
[1878] [...] tud fall a zo en hon touez ha ne c’houlennont ket gwell eget sachañ ar yaouankiz d’o heul. Eveshait ivez ‘ta ho preur, kelennit-eñ e ken kaz ma teufe da faziañ war e hent [...].
3. Arouez an darvoudoù zo da c'hoarvezout e buhez un den.
N'ouzomp ket petra zo en hent dirazomp : n'ouzomp ket penaos e vo an traoù ganimp a-benn ur pennad amzer.
DHS. planedenn, tonkadur.
&
Trl.
Plaenaat an hent da ub. : aesaat an traoù dezhañ dre lemel ar skoilhoù a sav pe a c'hallfe sevel dirazañ.
C. Trl. (db. an traoù)
Bezañ udb. war an hent mat : war an hent da zisoc'h.
War an hent mat emañ hoc'h afer.
&
Mont mat an traoù en o hent : c'hoarvezout evel ez eus bet soñjet e c'hoarvezfent.
Degemeret e vo d'e arnodenn mard a mat an traoù en o hent.
IV.
H.g.
A. Fetis
1. Lec'h, ichoù ma tremener.
Ober, digeriñ hent, mont, tec'hel diwar, a-ziwar (an) hent : ober lec'h da ub.
&
Tr. estl. (evit goulenn lec'h da dremen)
Mont, tec'h diwar hent ! Kuit diwar hent ! Grit hent !
&
(impl. da estl.)
Hent ! : diwallit !
2. Trl.
Distreiñ, mont, tec'hel diwar hent ub. : lezel lec'h dezhañ da dremen.
&
Digeriñ hent d'ub., d'udb. : ober lec'h d'an den-se, d'an dra-se da dremen.
Digoret e oa bet hent d'an dour, da garr-tan ar ministr.
&
Troc'hañ hent da ub., stankañ (an) hent ouzh ub. : mirout outañ a dremen.
&
Bezañ war hent ub. : stankañ an hent ha, dre se, mirout outañ a vont war-raok.
&
Kaout ub. war e hent : bezañ strobet gantañ.
&
Bezañ war hent : strobañ.
An traoù-se zo war hent.
3. Trl. skeud.
Bezañ, chom war hent : direnkañ, bezañ a re.
Me zo deuet da chom ganeoc'h, nemet war hent e vefen.
&
Bezañ war hent ub. : e zirenkañ, mirout outañ a ober, a seveniñ ar pezh a venn.
Hennezh a vez atav war hent an dud. Klask a rae labourat hep bezañ war hent ar re all.
4. Trl.
Leuskel hent gant ub. : mont diwar wel dezhañ.
B. Difetis
1. Hed zo etre daou lec'h, egorenn a ranker treuziñ evit mont eus an eil lec'h d'egile.
Kalz a hent en doa d'ober a-benn en em gavout eno.
&
Ur pennad, ur pezhiad, un tennad hent : un darn anezhañ.
Ur pennad mat, un tamm mat, ur pezhiad mat a hent.
&
Bezañ ul lec'h bnk. hanter hent etre ul lec'h hag ul lec'h bnk. all : bezañ al lec'h-se e kreiz an daou all.
An Oriant zo hanter hent etre Kemper ha Gwened.
&
Bezañ degouezhet hanter hent d'ul lec'h bnk. : bezañ graet, baleet an hanter eus an hent a gas di.
&
Bezañ un nebeud(ig) hent diouzh udb. all : bezañ nepell dioutañ.
2. Trl.
Mont penn hent, war-benn hent da ub., da benn (an) hent da ub. : mont en arbenn dezhañ.
&
Ur skuber* mat a hent.
&
Faoutañ, fustañ, koadañ, redek, troc'hañ hent : mont, kerzhet gant tizh.
Ar bagoù-se a droc'h hent.
&
Redek hent : redek bro.
&
Dibunañ hent, muzuliañ hent(où) : bale kalz ha pell.
Kregiñ a reas da zibunañ hent hag e skoas betek ar gêr.
&
Gounit hent war ub. : lakaat an hed zo etre an-unan hag eñ da greskiñ, pe da zigreskiñ mar bezer war e lerc'h.
&
Debriñ an hent : mont goustadik-tre.
&
Chom dre an hent : chom da straniñ.
'M eus aon eo chomet ho mab dre an hent hiziv.
&
Ober hent etrezek ul lec'h bnk. : skeiñ etrezek al lec'h-se.
Référence :
GReg
pg corridor (chemin couvert, sur le bord du fossé en dehors)
heñchoù goloet
hinchou goloët
1732
Référence :
GReg
pg corridor (chemin couvert, sur le bord du fossé en dehors)
hent berr
hend berr
1732
Référence :
GReg
pg (chemin) court
troc'hañ hent da
trouc'ha hend da
1732
Référence :
GReg
pg coupper (les passages)
steviañ an henchoù
stephya an hinchou
1732
Référence :
GReg
pg coupper (les passages)
stankañ an henchoù ouzh
stancqa an hinchou ouc'h
1732
Référence :
GReg
pg coupper (les passages)
pilat an hent
pilat an hend
1732
Référence :
GReg
pg frayer (tracer, marquer le chemin)
livirit din pe dre hent monet er-maez a afer
livirit dign pe dre'n hend monnet èr meas a affer
1732
Référence :
GReg
sorti a
Doue a zo a bep hent eternal
Douë a so a bep hend èternal
1732
Référence :
GReg
pg (Dieu est de toute) éternité (& sera éternellement)
ur poulzadig hent
ur poulsadicq hend
1732
Référence :
GReg
pg (une très-petite distance)
ur rabinadig hent
ur rabinadicq hend
1732
Référence :
GReg
pg (une très-petite distance)
ur roiadig hent
ur royadicq hend
1732
Référence :
GReg
pg (une très-petite distance)
ur pennadig hent
ur pennadicq-hend
1732
Référence :
GReg
pg (une très-petite) distance
kemer e hent
qemeret e hend
1732
Référence :
GReg
pg (s')acheminer
bez' ez eus hent etre an eil hag egile
bez'ez eus hend eñtre an eil hac eguile
1732
Référence :
GReg
pg (il y a de la) distance (de l'un à l'autre)
hent a zo etrezo
hend a so eñtrezo
1732
Référence :
GReg
pg (il y a de la) distance (de l'un à l'autre)
hent strizh
hend striz
1732
Référence :
GReg
pg detroit (passage étroit de montagnes & de Rivieres)
hent-distro
hend distro
1732
Référence :
GReg
pg (chemin) detourné
hent war zeval
heend ar deval
1732
Référence :
GReg
pg (chemin qui va en) descendant (chemin en pante)
heñchoù kaer
hinchou caër
1732
Référence :
GReg
pg (beau) chemin
hent kaer
hend caër
1732
Référence :
GReg
pg (beau) chemin
an ti-se a sko war an hent meur
an ty-ze a sqo var anhend meur
1732
Référence :
GReg
pg aboutir
Ne gomzer a bep hent nemet a vrezel.
Ne gompsér a bep hend nemed a vresell.
1732
Référence :
GReg
pg guerre (On dit par tout que nous allons avoir la guerre.)
ar madoù gwall akuizitet a ya en noz d'o hent
ar madou goall acquysitet a ya èn nos d'ohend
1732
Référence :
GReg
pg acquiescement
Hent ar baradoz a zo strizh ha lampr.
Hend ar barados a so striz ha lampr.
1732
Référence :
GReg
pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)
Hent ar baradoz a zo enk ha lampr.
Hend ar barados a so encq ha lampr.
1732
Référence :
GReg
pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)
Hent ar baradoz a zo enk ha riklus.
Hend ar barados a so encq ha ricqlus.
1732
Référence :
GReg
pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)
Hent ar baradoz a zo strizh ha riklus.
Hend ar barados a so striz ha ricqlus.
1732
Référence :
GReg
pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)
en hent all
èn hend all
1732
Référence :
GReg
pg ailleurs
monet da anaout an adversourien eus ar Stadoù hag an hent a zalc'hont
moñnet da aznaout an adversouryen eus ar stadou, hac an hend a zalc'hont
1732
Référence :
GReg
pg estrade (Batre l'estrade, terme de guerre.)
Ar sent o deus diskouezet deomp an hent eus ar vertuz.
Ar Sént o deus disquézet deomp an hend eus ar vertuz.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (Les Saints nous ont frayé le chemin de la vertu.)
dilezel an hent eus ar vertuz
dilesel an hend eus ar vertuz
1732
Référence :
GReg
pg abandonner
Ar sent o deus pilet deomp an hent eus ar vertuz.
Ar Sént o deus pilet deomp an hend eus ar vertuz.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (Les Saints nous ont frayé le chemin de la vertu.)
dre un hent all
dre un hend all
1732
Référence :
GReg
pg ailleurs
hent dinaou
hend dinaou
1732
Référence :
GReg
pg (chemin qui va en) descendant (chemin en pante)
hent war-naou
hend var-naou
1732
Référence :
GReg
pg (chemin qui va en) descendant (chemin en pante)
heñchoù kev
hinchou qeau
1732
Référence :
GReg
pg défilé (passage étroit, où l'on ne peut passer qu'à la file, ordinairement entre des montagnes & dans les marais)
hent enk
hend encq
1732
Référence :
GReg
pg défilé (passage étroit, où l'on ne peut passer qu'à la file, ordinairement entre des montagnes & dans les marais)
hent strizh
hend striz
1732
Référence :
GReg
pg défilé (passage étroit, où l'on ne peut passer qu'à la file, ordinairement entre des montagnes & dans les marais)
Ar sent o deus fraeet deomp an hent eus ar vertuz.
Ar Sént o deus fraëet deomp an hend eus ar vertuz.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (Les Saints nous ont frayé le chemin de la vertu.)
hent lous
hend lous
1732
Référence :
GReg
pg chemin (sale)
Yit atav gant an hent gwenn !
Jit atau gad an hend guënn.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)
Yit atav gant an hent pilet !
Jit atau gad an hend pilet.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)
Heuilhit atav an hent fraeet
Heulyit atau an hend fraëet.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)
fraeet an hent
fraëet an hend
1732
Référence :
GReg
pg frayer (tracer, marquer le chemin, pp.)
fraeañ an hent
fraëa an hend
1732
Référence :
GReg
pg frayer (tracer, marquer le chemin)
pilet an hent
pilet an hend
1732
Référence :
GReg
pg frayer (tracer, marquer le chemin, pp.)
hent kev
hend qéau
1732
Référence :
GReg
pg défilé (passage étroit, où l'on ne peut passer qu'à la file, ordinairement entre des montagnes & dans les marais)
hent
hend
1732
Référence :
GReg
pg avenue (passage pour aborder en quelque ville, en quelque maison), chemin, distance (éloignement de lieu, ou de tems), expedient (moïen, voïe)
Référence :
GReg
pg barricader (une ruë, ou, un chemin)
bardellañ ur ru, pe, un hent
bardella ur ru, pe, un hend
1732
Référence :
GReg
pg barricader (une ruë, ou, un chemin)
en dinaou eus an hent
eñ dinaou eus an hend
1732
Référence :
GReg
pg (en) bas (au bas)
hent fraeet
hend-fraëet
1732
Référence :
GReg
pg (chemin) batu
hent pilet
hend pilet
1732
Référence :
GReg
pg (chemin) batu
hent kannet
hend cannet
1732
Référence :
GReg
pg (chemin) batu
heñchoù kaer
hiñchou caër
1732
Référence :
GReg
pg beau(x chemins)
henchoù
henchou
1732
Référence :
GReg
pg chemin
hent
hendt
1732
Référence :
GReg
pg chemin
hentoù
henteü
1732
Référence :
GReg
pg chemin
hent bras
hend bras
1732
Référence :
GReg
pg chemin (de Roy, grand chemin), grand (Grand chemin.)
heñchoù bras
hinchou bras
1732
Référence :
GReg
pg chemin (de Roy, grand chemin)
hent meur
hend meur
1732
Référence :
GReg
pg chemin (de Roy, grand chemin), grand (Grand chemin.)
heñchoù meur
hinchou meur
1732
Référence :
GReg
pg chemin (de Roy, grand chemin)
hent frank
hend francq
1732
Référence :
GReg
pg chemin (large)
hent Ahez
hend Ahés
1732
Référence :
GReg
pg chemin (d'Ahés, grand chemin pavé à trois rangs de pierres l'un sur l'autre, que la Princesse Ahés Fondatrice de la Ville de Karahés, ou, Carhaix, fit faire depuis cette Ville, d'un côté, jusqu'à Nantes, de l'autre, jusqu'à Brest, & qui d'espace en espace, & en plusieurs endroits, retient encore ce nom)
Référence :
GON.II
p.92, livre second, « Voilà le chemin le plus court ».
Ur vaouez a voe lazhet war an hent.
Eur vaouez a oé lazed war ann heñt.
1850
Référence :
GON.II
p.83, livre second, « Il y eut une femme tuée sur le chemin ».
Deiz e oa a-vec'h, pa on en em lakaet en hent.
Deiz é oa a-véac’h, pa ounn en em lékéed enn heñt.
1850
Référence :
GON.II
p.84, livre second, (Il faisait à peine jour quand je me suis mis en route).
It dre ar gourhent.
Id dré ar gour-heñt.
1850
Référence :
GON.II
p.63, "Allez par le petit chemin".
Bet eo en hent, hogen emañ bremañ e-touez e dud.
Béd eo enn heñd, hôgen éma bréma é-touez hé dûd.
1850
Référence :
GON.II
p.67
Ho paotred a skuizhot oc’h o c’has re alies en hent.
Hô paotred a skuizod oc’h hô c’hâs ré aliez en heñd
1850
Référence :
GON.II
p.68
Ne rin ket kalz a hent hiriv, re vuan e kerzhan.
Né rinn két kalz a heñd hiriô, ré vuan é kerzann.
1850
Référence :
GON.II
p.80
War gement-se e kuitaas ar vro bell-se, gant he div verc’h-kaer : hag o vezañ e penn an hent evit distreiñ e douar Juda, e lavaras dezho : It da di ho mamm ; ra ray an Aotrou trugarez en ho keñver, evel ma hoc’h eus graet e-keñver ar re zo marv hag em c’heñver-me.
War gémeñt-sé é kuitaaz ar vrô bell-zé, gañd hé diou verc’h-kaer : hag ô véza é penn ann heñd évid distrei é douar Juda, É lavaraz d’ézhô : Id da dî hô mamm ; ra rai ann Aotrou trugarez enn hô kéñver, ével ma hoc’h eûz gréad é- kéñver ar ré zô marô hag em c’héñver-mé.
1850
Référence :
GON.II
p.98
Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.
Eur bleiz, deut e eskern er meaz euz he groc'hen, o veza ma veze ar c'has oc'h hen diarbenn, a gavaz, war e hent, eunn horden-gi nerzuz, lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz.
1867
Référence :
MGK
p7
Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken emañ 'n nec'h, an enkrez atav war ziarbenn ar re a vez en hent !
Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken, ema 'nn nec'h, ann enkrez atao war ziarbenn ar re a vez enn hent !
1867
Référence :
MGK
p17
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Référence :
MGK
p21
Arc'hant en doa ha, dre 'n hent-se, / Merc'hed diouzh an druilh a gave, / Merc'hed, trizek evit dousenn.
Arc'hant en doa ha, dre 'nn hent-se, / Merc'hed dioc'h an druill a gave, / Merc'hed, trizek evit dousen.
1867
Référence :
MGK
p63
An aotrou Milin n'en deus ket graet eveltañ, en ur anaout an hent mat, n'en deus ket kemeret an hent fall.
An aotrou Milin n'en deuz ket great evel-d-han : enn eur anaout an hent mad, n'en deuz ket kemeret ann hent fall.
1867
Référence :
MGK
Rakskrid IX
Hemañ, o klask diwall e dra, toullet, roget kig ha kroc'hen, e-kreiz an hent war e livenn, a hirvoud hag a huanad : homañ zo din ur galonad, gwelet, 'mezañ, hep poant ebet, ar marc'h-se gant e gerc'h, ha me lazhet, muntret.
He-man, o klask diwall he dra, toullet, reuget kik ha kroc'hen, e kreiz ann hent war he liven, a hirvoud hag a huanad : hou-man zo d'in eur galounad, gwelet, 'me z-han, hep poan ebed, ar marc'h-ze gant he gerc'h, ha me lazet, muntret.
1867
Référence :
MGK
p6
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Aotrou, eme 'l louarn, re vraz eo ho morc'hed, C'houi a zo kalz re vad ; n'ho pezet poan spered; rak, m'her goulenn ama, pioù zo 'vit lakaat E ve d'hoc'h-hu pec'hed dibri meur [a] benn dañvad ? Kredi a rann zo-ken e voe d'ezho enor Kaout enn ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlie, dre 'nn hent-se, mont da glask he zeñved. Ha perak ve truez oc'h eur wenn dud ker kriz, N'ho deuz evit hor ren ken stur 'met ho diviz ?
1867
Référence :
MGK
p25
Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.
Daou varc'h a iea enn hent : unan a gerc'h sammet. Ann eil o tougenn-sounn arc'hant holen ar Roue, bete boeden he lost enn-han lorc'h ha fouge, ne roje ket he veac'h evit netra er bed.
1867
Référence :
MGK
p5
N'eo ket evit dont en-dro, war e c’hiz, da Blouared, rak ar chouanted marteze n’int ket aet kuit ; n'eo ket evit mont a-raok war-zu ar C’hozhvarc’had, rak Per ar C’houilh, gant e benn-bazh, a sparl an hent dezhañ.
Ne ket evit dont enn dro, var he c’hiz, da Blouaret, rak ar chouanted marteze n’int ket eat kuit ; ne ket evit mont araok varzu ar C’hoz-Marc’had, rak Per ar C’houil, gant he benn-baz, a sparl an hent d’ezhan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.134
Poent eo deoc’h selaou mouezh Doue, / Kaout truez ouzh hoc’h ene ; / Hoc’h ael mat ne dav d’ho kelenn, / Da gemer hent ar binijenn.
Poent eo d’ehoc’h selaou mouez Doue, / Kaout truez ouz hoc’h ene ; / Hoc’h el mad ne dav d’ho kelen, / Da gemer hent ar binijen.
1877
Référence :
EKG.I.
p.105
Evelato, a-raok mont da vat dezhañ, a-raok terriñ outañ e benn, e kuzuilhjont anezhañ dre ar son a zo amañ war-lerc’h evit lavaret dezhañ diwall, evit lavaret dezhañ pegen trubard e oa bet e keñver e Zoue, peger kriz e-keñver e nesañ, hag evit hen aliañ da zistreiñ war an hent mat.
Evelato, araok mont da-vad d’ezhan, araok terri outhan he benn, e kuzuillchont anezhan dre ar zoun a zo aman varlerc’h evit lavaret d’ezhan diouall, evit lavaret d’ezhan pegen trubard oa bet e kenver he Zoue, peger kriz e kenver he nesa, hag evit hen alia da zistrei var an hent mad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.102
A-dreuz ar vro [e] oamp aet betek Benac’h, rak anaout mat a raemp an hentoù a-dreuz kerkoulz hag an hentoù-bras.
Adreuz ar vro oamp eat beteg Benac’h, rak anaout mad a reamp an hentchou adreuz kerkouls hag an hentchou braz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.63
A-benn ur pennadig hent e voe klevet an hini kozh o c’hrozmolat, o skrigna[l] e zent.
A benn eur pennadik hent e oue klevet an hini koz o c’hrosmolat, o skrignat [sic] he zent.
1877
Référence :
EKG.I.
p.61
A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.
Avechou, evelato, epad an nevez-amzer hag an han, e teue epad an noz da ober eur bale dre ar parkeier, evit kemeret an ear vad hag en em dizinoui, pa ne veze ket galvet da vont da velet tud klan, rag neuze na tan na kurun n’ho diche miret outhan da vont enn hent.
1877
Référence :
EKG.I.
p.49-50
Marteze ivez emaoc’h o vont d’al leandi-se, hag oc’h kollet diwar hoc’h hent ?
Marteze ive emaoc’h o vont d’al leandi-ze, hag hoc’h kollet divar hoc’h hent ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.45
Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.
Her gouzout a rit kerkouls ha me, tud difeiz ne droont jamez kein da izign ebed, mad pe fall, evit dont a benn euz ho zaol : peb hent a zo mad d’ezho gant ma c’hellint "tapout" ho c’hrog.
1877
Référence :
EKG.I.
p.3-4
Anat e oa ez oa aet ar soudarded en o hent.
Anat oa ez oa eat ar zoudarded enn ho hent.
1877
Référence :
EKG.I.
p.301-302
A-ziagent el lavaren bemdez e chapel menec’h Sante-Kroaz, mes abaoe m’eo kaset ar venec’h kuit gant an dispac’herien, el lavaran, en ur vont hag en ur zont dre an heñchoù, hep bezañ gwelet gant den.
A-ziagent hel lavaren bemdez e chapel menec’h Sante-Kroaz, mez abaoue m’eo kaset ar venec’h kuit gand an dispac’herien, hel lavaran, en eur vont hag en eur zont dre an hentchou, eb beza guelet gand den.
1877
Référence :
EKG.I.
p.69
Ma n’eus nemet da wreg ha da vugale o viret ouzhit, kae en hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’he doa lavaret ger ebet c’hoazh, kae en hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo marv oc’h ober ar mad
Ma n’euz nemed da c’hrek ha da vugale o viret ouzit, kea enn hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’e doa lavaret ger ebed c’hoaz, kea enn hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo maro oc’h ober ar mad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.215-216
Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.
Evel ma’z oa anavezet ha brudet mad dre ar vro, e kavaz, e parrez Porspoder, daou zen a galoun evit esa her c’has da Vro-Zaoz, en eur lakaat ho buez hag ho danvez e riskl evithan, rak ma vichent paket, n’o doa nemed ar maro da c’hortoz ; ho madou a viche eat gand ar republik, pe, evel a lavaret neuze, gand an "nasion", hag ho gragez hag ho bugale o diviche ranket mont da glask ho boued dre an hentchou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.211-212
Hent Kerlouan, hent Plouneour, hent Landerne, a yoa leun a dud o vont kuit.
Hent Kerlouan, hent Plouneour, hent Landerne, a ioa leun a dud o vont kuit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.182
N’oa ket re sklaer c’hoazh, evelato e welen lagad ar c’here o lugerniñ gant an droug ouc’h va c’hlevet ; anat e oa ne raen ket a vad d’e galon ; anat e oa n’en doa ket a c’hoant da zistreiñ war an hent mat.
N’oa ket re sklear c’hoaz, evelato e velen lagad ar c’here o lugerni gand an drouk ouc’h va c’hlevet ; anat oa ne rean ket a vad d’he galoun ; anat oa n’en doa ket a c’hoant da zistrei var an hent mad.
1878
Référence :
EKG.II
p.305
Paotred ar Menez, e-lec’h dont dre an hent-bras, a c’hell kemeret an heñchoù a-dreuz, ha pet hent-treuz n’eus ket ac’halen da Landivizio ?
Paotred ar Menez, e leac’h dont dre an hent braz, a c’hell kemeret an hentchou a-dreuz, ha ped hent-treuz n’euz ket ac’halenn da Landivicho ?
1878
Référence :
EKG.II
p.108
Eveshait ivez ‘ta ho preur, kelennit-eñ e ken kaz ma teufe da faziañ war e hent ; skiant ha deskadurezh a-walc’h hoc’h eus evit-se.
Evesait ive-ta ho preur, kelennit-hen e kenkaz ma teufe da fazia var he hent ; skiant ha deskadurez avoualac’h hoc’h euz evit-se.
1878
Référence :
EKG.II
p.170
Goude-se, leun o c’hof ha tomm d’o fenn, ar soudarded hag o c’habiten, en em lakeas en hent da vont war-zu Kastell.
Goude-ze, leun ho c’hof ha tomm d’ho fenn, ar zoudarded hag ho c’habiten, en em lakeaz enn hent da vont var-zu Kastel.
1878
Référence :
EKG.II
p.181
An aotrou Koarigou en doa desket d’ar vugale, e kouent Kastell, lavaret evel-se o chapeled war o biziad, en o gwele, en noz, pa ne c’hellent ket kousket, evit kas en e hent an drouk-spered, pa deue da c’houlenn digor en o c’halon ha da glask o sachañ er pec’hed.
An Aoutrou Coarigou en doa desket d’ar vugale, e kouent Kastel, lavaret evel-se ho chapeled var ho biziad, enn ho gouele, enn noz, pa ne c’hellent ket kousket, evit kas enn he hent an drouk-spered, pa deue da c’houlen digor enn ho c’haloun ha da glask ho sacha er pec’hed.
1878
Référence :
EKG.II
p.293
En ur vro-all ne vezi ket anavezet hag e vezo aes dit dont war an tu mat, rak pell-bras a zo ne valees ket war an hent eeun.
Enn eur vro-all ne vezi ket anavezet hag e vezo eaz d’id dont var an tu mad, rak pell braz a zo ne valeez ket var an hent eeun.
1878
Référence :
EKG.II
p.305
Kaer en doa ar C’herne klask hent da zont kuit, ne gave hini ; en-dro d’ar roc’h n’oa nemet mor.
Kaer en doa ar C’herne klask hent da zont kuit, ne gave hini ; enn dro d’ar roc’h n’oa nemed mor.
1878
Référence :
EKG.II
p.313
Al loar a yoa o sevel p’edon oc’h en em lakaat en hent : digoc’henn e oa an amzer.
Al loar a ioa o sevel p’edon oc’h en em lakaat enn hent : digoc’hen oa an amzer.
1878
Référence :
EKG.II
p.21
Mes Maner al Liorzhoù n’emañ e-kichen hent-bras ebet, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust dezho dont en hentoù bihan diwar an hentoù-bras. Paotred Landeboc’her o doa roet dezho ur gentel vat en derc’hent.
Mez Maner-al-Liorzou n’eman e kichenn hent braz ebed, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust d’ezho dont enn hentchou bian divar an hentchou bras. Paotred Landeboc’her o doa roet d’ezho eur gentel vad enn derc’hent.
1878
Référence :
EKG.II
p.36
Ar soudarded a yoa aet en o hent.
Ar zoudarded a ioa eat enn ho hent.
1878
Référence :
EKG.II
p.56
Evel a ouzoc’h, ar veleien o doa gellet kemeret an tec’h, rak Laouig Appere a yoa bet lemm e lagad ha skañv e c’har, ha n’oa ket bet ret lavaret div wech d’ar veleien mont en hent.
Evel a c’houzoc’h, ar veleien o doa gellet kemeret an teac’h, rag Laouik Appere a ioa bet lemm he lagad ha skaon he c’har, ha n’oa ket bet red lavaret diou veach d’ar veleien mont enn hent.
1878
Référence :
EKG.II
p.69
Ma tremenfe unan ane[zhe] da Vaer, paourkaezh marc‘hadourien deus bourk Plounevez, paket ho stal, hag et da redek heñcho[ù] Breizh-izel... ‘n ur ganañ ur werz diwar-benn ar fentusañ « Conseil municipal » a vefe neuze en Frañs.
Ma tremenfe unan ane da Ver, paour kez marc‘hadourien deuz bourk Plounevez, paked ho stal, hag ed da redek hincho Breiz-izel... ‘n eur ganan eur werz diwar-benn ar fentusan « Conseil municipal » a vefe neuze en Frans.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
dre be hent ?
dre be'n hent ?
1909
Référence :
BROU
p. 406 (Par où ?)
difoul eo an hent
1909
Référence :
BROU
p. 223 (il y a peu de monde sur la route)
[...] oc'h ober hent dre vro an Aravisked (Araviski) hag ar Vastarned (Bastarni), ez on aet gant ar red anezhañ betek mor ar Sav-heol e-lec'h e tinaou e zourioù.
[...] oc'h ober hent dre vro an Aravisked (Araviski) hag ar Vastarned (Bastarni), ez oun aet gand ar red anezan betek mor ar Sav-heol e-lec'h e tinaou e zouriou.
1923
Référence :
SKET
p.20
Hag ar pezh am c’hadarna em c’hredenn eo m’o deus lavaret an drouized din e rankas gourvibien Manos ha Bena, da dizout glann mor ar Goularz (pe mor an Hanternoz), ober hent, a-dreuz d’ar c’hoadoù derv, war-du ar c’huzh-heol.
Hag ar pez am c’hadarna em c’hredenn eo m’o deus lavaret an drouized d’in e rankas gourvibien Manos ha Bena, da dizout glann mor ar Goularz (pe mor an Hanternoz), ober hent, a-dreuz d’ar c’hoadou dero, war-du ar c’huz-heol.
1923
Référence :
SKET
p.47-48
Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devezh, an tommder hag an emgannoù.
Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devez, an tommder hag an emgannou.
1923
Référence :
SKET
p.80
Diwar-benn an henchoù kenwerzh ha perc’herinerezh e ragistorvezh an Europ sellout ouzh Jullian, "Rev. des ét. anc.", 1919, p. 110.
Diwar-benn an henchou kenwerz ha perc’herinerez e ragistorvez an Europ sellout ouz Jullian, "Rev. des ét. anc.", 1919, p. 110.
1923
Référence :
SKET
p.145 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Tri devezh goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn.
Tri devez goude, e tistremenent an Albis hag e kemerent penn o hent war-du ar Sterenn.
1923
Référence :
SKET
p.122
Ra c’hellfec’h, te ha da vreudeur, e nevez-amzer ho puhez, war heñchoù ar bed, kavout da geneilezed, da garezed, da briedoù, maouezed evelto !
Ra c’hellfec’h, te ha da vreudeur, e nevez-amzer ho puhez, war henchou ar bed, kavout da geneilezed, da garezed, da briedou, maouezed evelto !
1923
Référence :
SKET
p.120
hent tagellus
1923
Référence :
SKET
p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Chemin semé de pièges".
A-gevret gant mab uhel Albiorix, em eus marc’hekaet war an hent-bras-se a c’hellfed envel penn-hent holl hentoù ar bed.
A-gevret gant mab uhel Albiorix, em eus marc’hekaet war an hent-bras-se a c’hellfed envel penn-hent holl henchou ar bed.
1923
Référence :
SKET
p.14
Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.
Eno em eus graet hent, a-hed deveziou, war straedou eur geoded ec’hon-divent, koz evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedou an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzou ha micheriou.
1923
Référence :
SKET
p.16
Holl e rankint un deiz kemerout penn an hent am eus kemeret, tremen an treuzoù am eus tremenet.
Holl e rankint eun deiz kemerout penn an hent am eus kemeret, tremen an treuzou am eus tremenet.
1924
Référence :
SKET.II
p.41
War un dro e kave nerzh an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreantiñ e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start.
War eun dro e kave nerz an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreanti e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start.
1924
Référence :
SKET.II
p.18
Distreiñ diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen.
Distrei diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen.
1924
Référence :
SKET.II
p.36
An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.
An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigez ; an iliz gant he Ele he zent hag he zentezed alaouret, lijennet e moged an ezans, sklent dindan zon kroz an ôgrou pe unvaniez dudius ar moueziou ; an iliz, levene an eneou santel liammet gant karante ar Werc’hez Vari, maget gant bennoziou o Salver.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
Hag eñ en hent, da glask ar bleiz. O chom a oa d’ar c’houlz-se, Jañ Glaudadig ha nann ar bleiz, e-kichen ti Izabel.
Hag hen en hent, da glask ar blei. O chom a oa d’ar c’houlz-ze, Jan Glaudadig ha nann ar blei, e-kichen ti Izabel.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.945 (Mae 1924)
Esa a rae tapout anezho, siwazh ! pounner a oa e c’halochoù, hag ec’h ae gant e hent, en ur c’hrozmolat : — Ar wialenn ! ar wialenn, kanfarded !
Esa a rê tapout anê, siouaz ! pounner a oa e c’halochou, hag ec’h ê gant e hent, en eur c’hrozmolat : — Ar wialenn ! ar wialenn, kanfarted !
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)
Dinerzhañ a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’hwi gounezet, goustadik, goustadik e c’hed, d’e heul, war an hent ye [sic] (1), met ken lufr, ken ramplus [,] ar [p]lijadurezhioù !
Dinerza a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’houi goneet, goustadik, goustadik e c’hed, d’e heul, war an hent iè (1), met ken lufr, hen [sic, "ken"] ramplus ar blijadurezou !
Heuilhit, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anezhi en plegig an t[o]rrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.
Heuliet, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anei en plegig an terrod [sic], etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
— Hast afo ! hast afo !… Met Bilzig ne oa ket ken preset se : ar mare a oa enep dezhañ, ha c’hoant en devoa ivez da lezel an aotrou hag an itron da ober ur pennad mat a hent a-raok lakaat an daou archer da redek war o lerc’h.
— Hast affo ! hast affo !… Met Bilzig ne oa ket ken presset se : ar mare a oa enep d’ean, ha c’hoant an nevoa ive da lezel an ôtrou hag an itron da ober eur pennad mat a hent a-rôk lakaat an daou archer da redek war o lerc’h.
1925
Référence :
BILZ2
p.130
O mamm ivez a dlee chom [ouzh] o gortoz er « Pevar hent bras ».
O mamm ive a dlee chom eus o gortoz en « Pevar hent bras ».
1925
Référence :
BILZ2
p.128
Aet en e hent an den yaouank. Betek pelec’h ez eo bet ? n’ouzon ket.
1925
Référence :
BILZ2
p.116
An trede ti-annez a zo puchet un tammig izeloc'h eget Liorzh an Itron, war hent ar Vilin-Nevez.
An trede ti-annez a zo puchet eun tammig izeloc'h eget lïorz an Itron, war hent ar Vilin-Nevez.
1929
Référence :
SVBV
p.18
kemer e hent
kemerout e hent
1931
Référence :
VALL
pg (s')acheminer
hanter hent
hanter-hent
1931
Référence :
VALL
pg admissible
kazeliad hent
kazeliad-hent
1931
Référence :
VALL
pg (un petit) bout (de route)
ur flipad hent
eur flipad-hent
1931
Référence :
VALL
pg (un bon) bout (de route; fam.)
ur pennad mat a hent
eur pennad mat a hent
1931
Référence :
VALL
pg (un bon) bout (de route)
un hent peuzvat pa n'oufed gwell
un hent peusvat pa n'oufed gwell
1931
Référence :
VALL
pg (un pis) aller
an hent da
1931
Référence :
VALL
pg aller
hent
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVII, XXVIII, allonge
al lec'h ma tegouezh an hent-mañ
al lec'h ma tegouez an hent-mañ
1931
Référence :
VALL
pg auquel
hent digas
hent-digas
1931
Référence :
VALL
pg anode (cathode)
hent kas
hent-kas
1931
Référence :
VALL
pg anode (électr.)
kornandoned
hent-kornandoned
1931
Référence :
VALL
pg allée
hent-korriganed
1931
Référence :
VALL
pg allée (couverte)
kemer penn e hent
kemerout penn e hent
1931
Référence :
VALL
pg (s')acheminer
mont gant an hent
mont gand an hent
1931
Référence :
VALL
pg aller (en suivant la route)
reiñ tro d'e hent
rei tro d'e hent
1931
Référence :
VALL
pg allonger (sa route)
ur pezhiad mat a hent
eur peziad mat a hent
1931
Référence :
VALL
pg (un bon) bout (de route)
ur ribinad hent
eur ribinad hent
1931
Référence :
VALL
pg (un bon) bout (de route)
war ziskenn ez a an hent
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVII
gounit hent war
1931
Référence :
VALL
pg avancement
divouedet gant an hent
divouedet gand an hent
1931
Référence :
VALL
pg (à qui la route a donné de l')appétit
deut dre an hent mat
deut dre an hent mat
1931
Référence :
VALL
pg acquérir (bien acquis)
deuet dre an hent fall
deut dre an hent fall
1931
Référence :
VALL
pg acquérir (mal acquis)
heñchoù
héñchou
1931
Référence :
VALL
pg allée
da belec'h ez eer dre an hent-mañ?
1931
Référence :
VALL
pg aller (où va ce chemin ?)
da belec'h e kas an hent-mañ?
1931
Référence :
VALL
pg aller (où va ce chemin ?)
bezañ e penn e hent
beza e penn e hent
1931
Référence :
VALL
pg arriver (toucher le but de son voyage)
Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe
Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harneza, samma o sac'h, kregi en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seiteg hag e gamalad yaouankoc'h Per Mahe.
1941
Référence :
ARVR
niv.6, p4
An deiz-se e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en ur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.
An deiz-ze, e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en eur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.
1944
Référence :
EURW.1
p27
Sikour a reas he zad da ober war-dro paperoù ar Maerdi ; hag ur wech ar bloaz, da viz Eost, e veze hec'h ehan-labour ; mont a rae da Vontroulez da dremen un nebeut sizhunvezhioù gant he mignonez a galon Janed Orvoen, itron Gabriel ar Gag, o terc'hel ur vagazinn ed war hent kozh Plourin.
Sikour a reas he zad da ober war-dro paperou ar Maerdi ; hag eur wech ar bloaz, da viz eost, e veze hec'h ehan-labour ; mont a rae da Vontroulez da dremen eun nebeut sizunveziou gant he mignonez a galon Janned Orvoen, itron Gabriel ar Gag, o terc'hel eur vagazin ed war hent koz Plourin.
1944
Référence :
EURW.1
p14
Ha setu ar vamm hag ar mab war ar memes hent, o tont o-daou da anaout Breizh, na oa nemet ur skeudenn vouk evito.
He [sic, Ha] setu ar vamm hag ar mab war ar memes hent, o tont o daou da anaout Breiz, na oa nemet eur skeudenn vouk evito.
1944
Référence :
EURW.1
p41
— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? » Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus. En hent, daou chaseour a dremenas.
1944
Référence :
ATST
p.78
Job ha Lom a gendalc’has gant o hent.
1944
Référence :
ATST
p.22
Ma mignoned bugaleaj a zo aet kuit, pep hini gant e hent. Goullo e kavan ar bourk.
Ma mignoned bugaleaj a zo aet kuit, pephini gant e hent. Goullo e kavan ar bourk.
1944
Référence :
EURW.1
p.211
Sevel mintin-mat, kargañ ar sac’h, choukañ bouetaj er bisac’h, gwin er bidon, ha mont dinec’h dre an hentoù bras en ur ganañ, gant Grandmoulin, ha Corvaisier, daou Roazhoniad hag a ouie ur bern sonioù skañv […].
Sevel mintin-mat, karga ar sac’h, chouka bouetaj er bisac’h, gwin er bidon, ha mont dinec’h dre an hentou bras en eur gana, gant Grandmoulin, ha Corvaisier, daou Roazoniad hag a ouie eur bern soniou skañv […].
1944
Référence :
EURW.1
p.199
Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…
Soñj am eus eus hiniennou a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout eur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…
1944
Référence :
EURW.1
p.198
Setu aze pehini 'oa giz krediñ an holl vourc'hizien, e Breizh-Izel, pa oan-me o stagañ da gerzhout war hent ar vuhez dishual.
Setu aze pehini 'oa giz-kredi an holl vourc'hizien, e Breiz Izel, pa oan me o staga da gerzout war hent ar vuhez dishual.
1944
Référence :
EURW.1
p84
— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. » — « O ! eo. » — « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »
1944
Référence :
ATST
p.18
An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù.
1944
Référence :
ATST
p.9-10
Ha setu ni hon-daou, pep hini diouzh e du, da vont a-benn hent d'hor c'hoantoù.
Ha setu ni hon daou, pephini diouz e du, da vont a benn hent d'hor c'hoantou.
1944
Référence :
EURW.1
p56
Pa gase gantañ ma mamm ha me e veze staget ur marc'h feurmet ouzh an « tilbury », hag en hent.
Pa gase gantañ ma mamm ha me, e veze staget eur marc'h feurmet ouz an « tilbury », hag en hent.
1944
Référence :
EURW.1
p28
Ha troc'hañ a reas hent a rampadennoù bras davet an iliz, hed-ha-hed trepasioù hir louet ar manati.
1949
Référence :
SIZH
p.44
Avi a savas er breur Arturo a [ouzh] fiziañs disaouzan e geneil. Nemet hemañ, ken sur ha tra, n'oa ket bet en em gavet gantañ ur Balmira war e hent.
1949
Référence :
SIZH
p.56
Ar breur Arturo en doa graet hent, evel boaz, gant ar breur Alano, ur Breizhad eveltañ, hag e geneil nemetañ, e gwirionez, daoust ma oa forzh Breizhiz all e-touez danvez[-]leaned ar gouent.
1949
Référence :
SIZH
p.53
Hag, hep gortoz ha kuit a fent, / E kerzhimp gantañ war an hent / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / Eus an irienner penn da glask.
Hag, hep gortoz ha kuit a fent, / E kerzimp gantañ war an hent / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / Eus an irienner penn da glask.
1960
Référence :
PETO
p39
Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.
Eun dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Eur pez ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-ze, war-zu ar vourc'h, ' oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pez en deus ragachet / En e savar iskis a zisplegas din reiz / Unan eus e baotred ginidik a Vreiz.
1960
Référence :
PETO
p33
O welout o ofiser o kemeret e gouch war hemañ gant e bistolenn, e hastont d'ober hent dezhañ da leuskel e denn.
O welout o ofiser o kemeret e gouch war hemañ gant e bistolenn, e hastont d'ober hent dezañ da leuskel e denn.
1960
Référence :
PETO
p51
ha neuze ivez pakadoù frazennoù er yezh arnevez-se difetis ha sec'h hag o devoa poan d'ober hent betek spered ar selaouerien
1972
Référence :
BAHE
niv. 75, p.4
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
1985
Référence :
DGBD
p9
Mat, setu ni war an hent neuze, hor-pevar. Un ti-karr, bras a-walc'h evit lojañ pevar den, bevañ e-barzh.
2007
Référence :
KASTE
p187
Bez' e c'helljen toullañ kaoz gant Koula evit ma hañvalje an hent bezañ berroc'h, met pa vez unan o paouez gouzañv ur stroñs kreñv, daou dra 'zo ha ne c'hell ket ober: lakaat un tamm en e stomog ha tennañ ur ger eus e c'henoù.
2015
Référence :
EHPEA
p17
Kement-se a zigor un dachenn divent dirazon ha, war un dro, a ziskouez din un hent.
2015
Référence :
EHPEA
p60
Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…
2015
Référence :
DISENT
p59
Goude bezañ kantreet ur c'hardeur bennak dre straedoù teñval-sac'h e anzavas en doa kollet e hent.
2023
Référence :
DREAM
p. 90
Étymologie
Stumm modern ar c'heltieg *senton c'hoarvezet warnañ fatadur an dibenn -on hag an emdroadur predenek deroù ger s > h : [s/h]ent[on].
Gwrizienn indezeuropek kar d'al latin "semita" en deus roet an termenoù Sp. "senda", "sendero" ha Fr. "sente", "sentier".