Mont a raent o-daou dre an hent-karr ; er c’harzh, al laboused a gane hag a c’hwitelle, seder, ha pep hini anezho a gomze en e yezh.
Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.
Mots précédents
Mots suivants
hent-kev