Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Karrhent. 2. Ode en ur c'hleuz a dalvez d'ar c'hirri pe d'an traktorioù da vont en ur park.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Treuzet em boa an hent bras, graet em boa kant paz en hent-karr a zo e penn ti Bielon, disammet e oa dija va c’halon, p’en em gavis penn-ouc’h-penn gant ur vandenn soudarded a deue eus n’ouzon doare pelec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.136

Mont a raent o-daou dre an hent-karr ; er c’harzh, al laboused a gane hag a c’hwitelle, seder, ha pep hini anezho a gomze en e yezh.

1944
Daveenn : ATST p.28

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial