Ha, bete-goût na zeufe war-dreuz enebourien, em eus emwelet Vepomulos, beleg Anvalos.
[...] marteze, gwell e veze gantañ tevel kent an termen diwezhañ, betegouzout [bete-gouzout ] anwaziñ an dud.
Bep tro ma felle dezho briata o c'haredig pe ma stage hemañ d'ober un tamm frotañ dezho, kammed ne veze ankounac'het ganto klenkañ en un diretenn an Itron-Varia Lourdez pe Jezuz ouzh e groaz, betegouzout na glevje ha na welje ar skeudennoù sakr-se tra pe dra gouest d'o feukañ ha d'o glac'hariñ.
Dre-se ’ta e voe bet difennet strizh d’hor martoloded mont da vale kêr, moarvat bete-gouzout na vougje ar Rusianed gant ar c’hoant ober kemend-all, ha dalc’het e veze ar re-mañ war vourzh evit o diwall diouzh an abostolerezh ruz, ha marteze gant aon na fellje d’unan anezho degas gantañ en e c’hodell ur vombezenn vunut d’ober e stal d’e Vestr ha d’e diegezh.
Brav eo d'an holl stourmerien derc'hel soñj deus ar frazenn pe deus ar frazennoù pouezusañ da lâret betek gouzout e vefe astennet ur mikro dirak o fri.
Mots précédents
Mots suivants
betek-gouzout