I.
V.k.e.
A.
1. Gwaskañ.
Kouchañ beterabez. Kouchet mat en doa ar butun gant e viz meud.
2. Kouchañ un danvez bnk. en udb. : leuniañ udb. gant an danvez-mañ ken e vo leun-kouch.
Kouchañ pell en ur c'holc'hed.
3. Ent krenn
Lakaat toaz er forn d'ober bara.
&
Trl. skeud.
Kouchañ toaz er forn : debriñ.
Alies e vezit o kouchañ toaz en ho forn.
DHS. lakaat.
HS. choukañ.
4. Dre skeud.
Debriñ.
Gallout a ri kouchañ da lodenn ha ma hini.
DHS. klukañ.
5. Trl.
Goulenn poazhañ ha kouchañ ken-ha-ken : diskouez c'hoantaat darempredoù rev en un doare gredus.
B.
1. Pemdez
Reiñ (un taol).
Pet taol a vo kouchet dezhañ ? Kouchañ ur pezh taol-dorn dezhañ.
2. Kouchañ ur bomm gant ar varr : e derriñ gant ar varr.
C. Kouchañ ub., udb. : bizañ dezhañ gant un arm.
Al letanant a gouch ur soudard a red.
&
Ent krenn
Kouchet mat o deus an dennerien.
II.
V.k.d.
1. KOUCHAÑ WAR UDB., UB. : bezañ e-sell d'e dizhout, d'e gaout, d'e zimeziñ.
Aet da gouchañ war ur plac'h yaouank.
DHS. bizañ.
2. KOUCHAÑ OUZH UDB., UB. : klotañ outañ.
Ne wele hini hag a gouche outi. Ar gwerennoù a gouch ouzh an iliz.
HS. dereout, jaojañ.
III.
V.g.
1. Kouezhañ d'an douar.
Ar boultrenn a welomp o troidellañ a goucho en tu bennak.
2. (db. preizherien zo)
Pladañ ouzh an douar da eveshaat a-raok lammat war ur preizh.
Kouchañ a rae ar c'hazh.
3. (db. an darvoudoù, an degouezhioù)
C'hoarvezout (gant ub.).
Pe e koucho ganeoc'h an taol a oa bet hini tri faotr ag ar c'hornad-mañ. C'hoant bras a zeu dezhañ a briediñ hag aon bras a fall gouchañ : aon bras e trofe fall an darvoudoù.
&
Kouchañ mat : kaout chañs gant ar pezh a zegouezh.
Ar c'homandant nevez zo karantezus e-keñver e soudarded, me a gred ez omp kouchet mat an taol-mañ.
DHS. (en em) gavout, degouezhout, erruout.
&
Dre ast., trl.
Lakaat traoù da gouchañ : lakaat traoù da glotañ, da zegouezhout mat.
El levrioù eo aes lakaat an traoù da gouchañ er mod-se.