Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Gwaskañ. Kouchañ beterabez. Kouchet mat en doa ar butun gant e viz meud. 2. Kouchañ un danvez bnk. en udb. : leuniañ udb. gant an danvez-mañ ken e vo leun-kouch. Kouchañ pell en ur c'holc'hed. 3. Ent krenn Lakaat toaz er forn d'ober bara. & Trl. skeud. Kouchañ toaz er forn : debriñ. Alies e vezit o kouchañ toaz en ho forn. DHS. lakaat. HS. choukañ. 4. Dre skeud. Debriñ. Gallout a ri kouchañ da lodenn ha ma hini. DHS. klukañ. 5. Trl. Goulenn poazhañ ha kouchañ ken-ha-ken : diskouez c'hoantaat darempredoù rev en un doare gredus. B. 1. Pemdez Reiñ (un taol). Pet taol a vo kouchet dezhañ ? Kouchañ ur pezh taol-dorn dezhañ. 2. Kouchañ ur bomm gant ar varr : e derriñ gant ar varr. C. Kouchañ ub., udb. : bizañ dezhañ gant un arm. Al letanant a gouch ur soudard a red. & Ent krenn Kouchet mat o deus an dennerien. II. V.k.d. 1. KOUCHAÑ WAR UDB., UB. : bezañ e-sell d'e dizhout, d'e gaout, d'e zimeziñ. Aet da gouchañ war ur plac'h yaouank. DHS. bizañ. 2. KOUCHAÑ OUZH UDB., UB. : klotañ outañ. Ne wele hini hag a gouche outi. Ar gwerennoù a gouch ouzh an iliz. HS. dereout, jaojañ. III. V.g. 1. Kouezhañ d'an douar. Ar boultrenn a welomp o troidellañ a goucho en tu bennak. 2. (db. preizherien zo) Pladañ ouzh an douar da eveshaat a-raok lammat war ur preizh. Kouchañ a rae ar c'hazh. 3. (db. an darvoudoù, an degouezhioù) C'hoarvezout (gant ub.). Pe e koucho ganeoc'h an taol a oa bet hini tri faotr ag ar c'hornad-mañ. C'hoant bras a zeu dezhañ a briediñ hag aon bras a fall gouchañ : aon bras e trofe fall an darvoudoù. & Kouchañ mat : kaout chañs gant ar pezh a zegouezh. Ar c'homandant nevez zo karantezus e-keñver e soudarded, me a gred ez omp kouchet mat an taol-mañ. DHS. (en em) gavout, degouezhout, erruout. & Dre ast., trl. Lakaat traoù da gouchañ : lakaat traoù da glotañ, da zegouezhout mat. El levrioù eo aes lakaat an traoù da gouchañ er mod-se.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Me gouch dek skoed, ned eo ?

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage dix écus que non.)

kouchañ ur re bennak evit e dennañ

1732
Daveenn : GReg pg coucher (en jouë)

kouchañ

1732
Daveenn : GReg pg gager (Gager, parier, Treg.)

Me gouch ez eo.

1732
Daveenn : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

kouchañ e arm, evit tennañ

1732
Daveenn : GReg pg coucher (en jouë)

kouchet

1732
Daveenn : GReg pg coucher (en jouë), gager (Gager, parier, Treg., pp.)

kouchañ ur c'hornad-butun

1931
Daveenn : VALL pg bourrer (une pipe)

kouchañ

1931
Daveenn : VALL pg bourrer (remplir complètement)

kouchañ

1931
Daveenn : VALL pg bourrer (remplir complètement)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial