Er c’hoad-se spurmantet ganin eus a-bell, daoust ha ne vefe ket bet ennañ o tiskar sapr gant e vouc’hal sapeur d’aozañ war ar prim pontoù da saveteiñ peurrest an Arme Veur heskinet gant ar Gozaked ouez ?
A-drugarez Doue ne oan ket ken bajanek-se, ha ne greden ket kennebeut-all e vire pep Rusiad ur gantol-c’houloù soav en e c’hodell da grignat ur wech an amzer evel ur varrenn chokolad hervez ma rae, diouzh klevout hor re gozh, ar Gozaked diredet goude emgann Waterloo d’aloubiñ Bro-C’hall.
Mots précédents
Mots suivants
kozh