Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

G. I. G. (db. an dud) 1. Den n'eo ket yaouank. Setu an daou zen, ar c'hozh hag an nevez. HS. kozhiad. 2. (gant un dalvoudegezh lies) Hollad an dud n'int ket yaouank. Mont da sakramantiñ klañv pe gozh. II. H.g. 1. (db. al loar) Diskar. Gwelloc'h hadañ war ar c'hozh eget war an nevez. ES. nevez. 2. GOUNEZ. Douar kozh. Pa vez aret, ar c'hozh a ya dindan. An dachenn-se n'eus ket bet a gozh enni. Kozh zo an douar a welomp aze. & Trl. Bezañ war gozh : o tiskuizhañ. Gwellañ ed a vez war gozh. 3. Trl. War ar c'hozh : e dibenn ar vuhez, pa ne vezer ket yaouank ken. & Blaz ar c'hozh : blaz displijus, doñjerus a zeu gant an amzer war bouedoù zo pa grogont da vreinañ. Blaz ar c'hozh zo war an amanenn, gant an amanenn. & C'hwezh ar c'hozh : c'hwezh pounner a vez gant traoù o louediñ, traoù tuf.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Ur c'hozh

1850
Référence : GON.II pg kôz (un vieux, un ancien).

Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.

1877
Référence : EKG.I. p.191

Kalz a dud, reoù a netra, reoù a vrud, o deus skrivet "Memorioù". Hogen ne raent al labour-se nemet war ar c'hozh.

1944
Référence : EURW.1 p5

Daou gozh kirius e oa ma ostizien.

1944
Référence : EURW.1 p.137

Ma galvit dinec'h, pa vo tro, / Da sakramantiñ klañv pe gozh.

1960
Référence : PETO p23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux