Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.
Brezhonegerien eus an dibab a oa an daou gozhiad ez on bet savet ganto, met ne ouie lenn nag an eil nag egile.
Va c’harout dreist pep tra a rae ar c’hozhiad-se, hag e garout a raen ivez a greiz kalon [a-greiz-kalon].
Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c’hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec’h, dalc’hmat diarc’hen, truilhennek ha lous evel n’hoc’h eus gwelet biskoazh.
"Arabat dit treuzkompren met spi am eus n'hor bo ken nemet kozhedezed da blediñ gante," emezañ din.
Mots précédents
Mots suivants
kozhigell