Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den zo deuet kozh. Aozañ ur fest evit ar gozhidi. [1954] Brezhonegerien eus an dibab a oa an daou gozhiad ez on bet savet ganto, met ne ouie lenn nag an eil nag egile. HS. kozh.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

ar vugale vihan hag ar gozhidi a vabouz alies

1850
Daveenn : GON.II pg babouza

kozhiadez

1850
Daveenn : GON.II pg kôziadez (Le même que "kôzen" : Une vieille, une femme qui est dans la vieillesse).

Ur c'hoziad kaezh eo.

1850
Daveenn : GON.II pg kôziad (C'est un pauvre vieillard).

kozhidi

1850
Daveenn : GON.II pg kôziad (Vieillard, homme qui est dans le dernier âge de la vie. Vieux. Ancien. Pl.)

kozhiad

1850
Daveenn : GON.II pg kôziad (Vieillard, homme qui est dans le dernier âge de la vie. Vieux. Ancien).

kozhiadezed

1850
Daveenn : GON.II pg kôziadez (Le même que "kôzen" : Une vieille, une femme qui est dans la vieillesse. Pl.)

Doujit an doueed ha beleien an doueed, ha santualoù an doueed ; azaouezit ar gozhidi ; bezit trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale ; skorit an intañvezed, an emzivaded, ar re wasket !

1923
Daveenn : SKET p.51

Fiziet ez oa da eveshaat en ur c’hozhiad, mentek ha kreñv, a raed anezhañ « evezhier Ti an Daou ».

1923
Daveenn : SKET p.64

Ar baotred yaouank, sonn evel gwez-pin, start evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozhidi.

1923
Daveenn : SKET p.68

Desket e voe ganti da lavarout gwir atav, da vezañ seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouzh ar gozhidi, ar glañvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavaezidi, ar sklaved.

1924
Daveenn : SKET.II p.25

Ur c’hozhiad hirhoalet-tre, e zremm bet klañv ha manet gwan, en dije gallet parañ e zaoulagad war ar rod-se, diboan-kaer, gant moug ez oa ar skleur diouti.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

A-vec’h ma ’z out deut er-maez a vugel, hag e teuez d’al lec’h ma paouez gant e redadenn Kozhiad pep abardaevezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

Evit en em ziduañ, ez on en em lakaet da skrivañ ma Eñvorennoù Yaouankiz ; evel pa vijen bet ur c’hoziad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210-211

Ar gaoz a lavare e oa Yann Dargent eur c’hozhiad, gouez, ne felle dezhañ hentiñ den.

1944
Daveenn : EURW.1 p.91

Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.

1954
Daveenn : VAZA p.82-83

Brezhonegerien eus an dibab a oa an daou gozhiad ez on bet savet ganto, met ne ouie lenn nag an eil nag egile.

1954
Daveenn : VAZA p.8

Va c’harout dreist pep tra a rae ar c’hozhiad-se, hag e garout a raen ivez a greiz kalon [a-greiz-kalon].

1954
Daveenn : VAZA p.38, notenn 1

Kanaam – ne ouie den anv all ebet dezhañ – a oa ur c’hozhiad berr berr e zivhar ha ken hir all e zivrec’h, dalc’hmat diarc’hen, truilhennek ha lous evel n’hoc’h eus gwelet biskoazh.

1954
Daveenn : VAZA p.119

"Arabat dit treuzkompren met spi am eus n'hor bo ken nemet kozhedezed da blediñ gante," emezañ din.

2015
Daveenn : EHPEA p21

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II ne veze ket graet gant ar gerioù "kôziad" ha "kôzidi" kement ha gant "dén kôz" ha "tûd kôz" e 1850.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial