Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

G. I. G. (db. an dud) 1. Den n'eo ket yaouank. Setu an daou zen, ar c'hozh hag an nevez. HS. kozhiad. 2. (gant un dalvoudegezh lies) Hollad an dud n'int ket yaouank. Mont da sakramantiñ klañv pe gozh. [1954] [...] ha pa stage kozh ha yaouank da zañsal an derobée[.] II. H.g. 1. (db. al loar) Diskar. Gwelloc'h hadañ war ar c'hozh eget war an nevez. ES. nevez. 2. GOUNEZ. Douar kozh. Pa vez aret, ar c'hozh a ya dindan. An dachenn-se n'eus ket bet a gozh enni. Kozh zo an douar a welomp aze. & Trl. Bezañ war gozh : o tiskuizhañ. Gwellañ ed a vez war gozh. 3. Trl. War ar c'hozh : e dibenn ar vuhez, pa ne vezer ket yaouank ken. & Blaz ar c'hozh : blaz displijus, doñjerus a zeu gant an amzer war bouedoù zo pa grogont da vreinañ. Blaz ar c'hozh zo war an amanenn, gant an amanenn. & C'hwezh ar c'hozh : c'hwezh pounner a vez gant traoù o louediñ, traoù tuf.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Gwin a noaz da yaouank, a ra vad da gozh.

1732
Daveenn : GReg pg (le vin est le) lait (des vieillards).

Ur c'hozh

1850
Daveenn : GON.II pg kôz (un vieux, un ancien).

Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.191

Daou gozh kirius e oa ma ostizien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.137

Kalz a dud, reoù a netra, reoù a vrud, o deus skrivet "Memorioù". Hogen ne raent al labour-se nemet war ar c'hozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

[...] ha pa stage kozh ha yaouank da zañsal an derobée : Bonjour, Marie-Perrine, Comment vous portez-vous ? en ur vont war du [war-du] ar vereuri ha keusteurenn vat Soaz Sapeur !

1954
Daveenn : VAZA p.33

Neblec’h n’am eus gwelet ivez kemend-all a gezeg-houarn ; paour ha pinvidig, kozh ha yaouank, paotred, merc’hed ha bugale, holl e raent gant ar benveg-se.

1954
Daveenn : VAZA p.164

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Daveenn : VBRU p.52-53

Ma galvit dinec'h, pa vo tro, / Da sakramantiñ klañv pe gozh.

1960
Daveenn : PETO p23

Ofis publik ar brezhoneg