[1499, 1659, 1850, 1909] C'hoariell a stumm gant ur berennn hag a vez lakaet da dreiñ warni hec'h-unan war he beg moan gant an dorn pe war-bouez ur neudenn pe ur winterell.
[1850] N'hellan ket lakaat va c'hornigell da dreiñ.
Reiñ buhez d'ar gornigell : reiñ lañs dezhi.
Paterat a ra ar gornigell : trouzal a ra en ur dreiñ.
&
Trl. kv.
Treiñ evel ur gornigell : treiñ warnañ e-unan.
[1944] An daou da grec’h a dro evel kornigelloù n’eus nemet sachañ warno, pa vez c’hoant da dapout tra pe dra du-ho[n]t pelloc’h.
HS. tonton-besk.
Référence :
GON.II
pg kornigel (Toupie ou sabot, jouet de bois que l'on fait tourner avec une ficelle ou un fouet. Pl.)
kornigell
kornigel
1850
Référence :
GON.II
pg kornigel (Toupie ou sabot, jouet de bois que l'on fait tourner avec une ficelle ou un fouet).
N'hellan ket lakaat va c'hornigell da dreiñ
N'hellann két lakaat va c'hornigel da drei.
1850
Référence :
GON.II
pg kornigel (Je ne puis pas faire tourner ma toupie, mon sabot).
kornigell
kornígel
1909
Référence :
BROU
p. 217 (Sabot de cordier. Aussi : Toupie à jouer).
— Marmouz fall ! eme ar brigadier, un devezh ma oa Bilzig o c’hoari kornigell gant ar vugale all dirak an ti-gward. Marmouz fall, taol evezh, mar tapan ac’hanout !…
— Marmouz fall ! eme ar brigadier, eun devez ma oa Bilzig o c’hoari kornigell gant ar vugale all dirag an ti-gward. Marmouz fall, tôl evez, mar tapan ac’hanout !…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.975 (Even 1924)
Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ae an taol da zifarleañ : adieu vat ! Ar Gwennnili, skañv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar paotr, sentus ar vag a vire a vourzh evel ur gornigell. Chañje eo…
Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ê an tôl da zifarlea (2) : adieu vat ! Ar Gwennnili, skanv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar pôtr, sentus ar vag a vire a vourz evel eur gornigell. Chanje eo…
1925
Référence :
BILZ2
p.107
An daou da grec’h a dro evel kornigelloù n’eus nemet sachañ warno, pa vez c’hoant da dapout tra pe dra du-ho[n]t pelloc’h.
An daou da grec’h a dro evel kornigellou n’eus nemet sacha warno, pa vez c’hoant da dapout tra pe dra du-ho[n]t pelloc’h.