Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1659, 1850, 1909] C'hoariell a stumm gant ur berennn hag a vez lakaet da dreiñ warni hec'h-unan war he beg moan gant an dorn pe war-bouez ur neudenn pe ur winterell. [1850] N'hellan ket lakaat va c'hornigell da dreiñ. Reiñ buhez d'ar gornigell : reiñ lañs dezhi. Paterat a ra ar gornigell : trouzal a ra en ur dreiñ. & Trl. kv. Treiñ evel ur gornigell : treiñ warnañ e-unan. [1944] An daou da grec’h a dro evel kornigelloù n’eus nemet sachañ warno, pa vez c’hoant da dapout tra pe dra du-ho[n]t pelloc’h. HS. tonton-besk.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kornigell

1499
Daveenn : LVBCA p122 (sabot ou trompe)

kornigell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sabot (a iouer)

kornigelloù

1850
Daveenn : GON.II pg kornigel (Toupie ou sabot, jouet de bois que l'on fait tourner avec une ficelle ou un fouet. Pl.)

kornigell

1850
Daveenn : GON.II pg kornigel (Toupie ou sabot, jouet de bois que l'on fait tourner avec une ficelle ou un fouet).

N'hellan ket lakaat va c'hornigell da dreiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kornigel (Je ne puis pas faire tourner ma toupie, mon sabot).

kornigell

1909
Daveenn : BROU p. 217 (Sabot de cordier. Aussi : Toupie à jouer).

— Marmouz fall ! eme ar brigadier, un devezh ma oa Bilzig o c’hoari kornigell gant ar vugale all dirak an ti-gward. Marmouz fall, taol evezh, mar tapan ac’hanout !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ae an taol da zifarleañ : adieu vat ! Ar Gwennnili, skañv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar paotr, sentus ar vag a vire a vourzh evel ur gornigell. Chañje eo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

An daou da grec’h a dro evel kornigelloù n’eus nemet sachañ warno, pa vez c’hoant da dapout tra pe dra du-ho[n]t pelloc’h.

1944
Daveenn : EURW.1 p.119

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial