kaouz
Darn a lavaro : bara sec’h er gêr a zo gwelloc’h eget gwadegennoù e-maez ar vro, met degemeret e voemp eno evel rouanez : kentveuzioù a-vil-vern, kig, pesked ha keuz, gwestell e-leizh, gwin ha likur pep hini ’vel ma kare ha kement ha ma kare, ha frouezh ’ta, Va Doue, kaeroc’h-kaerañ, ha dreist-holl rezin ken tev ha ken hir ar greun anezho ha va biz-meud.
Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù [b]ara duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad koñfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv a-walc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !
Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).
En ur zebriñ keuz ha briam e laka Mania hag Ouli an deiz evit an eured ha disoc'h a reont en iliz da-heul kinnig Mania.
Mots précédents
Mots suivants
keuz