1. Darn eus ar c'horf tizhet gant un droug bnk.
E vuzelloù a oa sec'h ha goloet a glañvennoù. Bez' he doa, ouzhpenn, klañvennoù en he gouzoug. Ur glañvenn grign : ur yoc'henn yud.
DHS. gloaz, gouli, tapadenn.
2. Dre skeud.
Ober, degouezh a laka an den da c'houzañv.
Ar medisin bras ne lez klañvenn ebet, kleizhenn na tres gouli ebet war an ene.
3. Dre skeud. (db. an dud)
[1931] Tu gwan.
[1931] Anavezout e glañvenn : anavezout e du gwan. Me a anaveze e glañvenn.
Ar glañvenn eo homañ : paourentez ar skrivagnerien.
HS. gwiridig, kizidig.