I.
(db. an traoù)
A. ls. -où
1. Egorenn c'houllo (e-barzh udb.).
Klevit ar sistr o kouezhañ e-barzh kleuzenn ar varrikenn. Kleuzennoù gwez.
HS. kleuz.
2. Dre heveleb.
Toull, mougev.
En ur gleuzenn am boa kavet er roc'h e vergnis an div arc'h. Ar gleuzenn-se a dalveze da graou evit al loened.
3. Izelenn.
Ur mell kleuzenn e strad ar mor.
&
Ur gleuzenn hudur : un islonk.
4. Lodenn gleuz lavnenn kizelloù zo.
Kizilli ront gant ur gleuzenn e penn.
B.
1. ls -où/-ed
[1732] Gwezenn gleuz.
Kozh kleuzennoù.
2. ls. -ed
Dre heveleb. Dre zismeg.
Maouez kozh.
II. KORF.
1. Pep hini eus daou gombod izelañ ar galon, rannet etrezo gant ur speurenn, ma tremen ar gwad.
Leuskel ar gwad da redek diouzh ar skevent trema kleuzenn gleiz ar galon.
2. Dizoare
Forzh (II 2)
DHS. c'hwil.
C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ