Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an traoù) A. ls. -où 1. Egorenn c'houllo (e-barzh udb.). Klevit ar sistr o kouezhañ e-barzh kleuzenn ar varrikenn. Kleuzennoù gwez. HS. kleuz. 2. Dre heveleb. Toull, mougev. En ur gleuzenn am boa kavet er roc'h e vergnis an div arc'h. Ar gleuzenn-se a dalveze da graou evit al loened. 3. Izelenn. Ur mell kleuzenn e strad ar mor. & Ur gleuzenn hudur : un islonk. 4. Lodenn gleuz lavnenn kizelloù zo. Kizilli ront gant ur gleuzenn e penn. B. 1. ls -où/-ed [1732] Gwezenn gleuz. Kozh kleuzennoù. 2. ls. -ed Dre heveleb. Dre zismeg. Maouez kozh. II. KORF. 1. Pep hini eus daou gombod izelañ ar galon, rannet etrezo gant ur speurenn, ma tremen ar gwad. Leuskel ar gwad da redek diouzh ar skevent trema kleuzenn gleiz ar galon. 2. Dizoare Forzh (II 2) DHS. c'hwil.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

kozh kleuzenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (coz) cleuzen

kleuzenned

1732
Daveenn : GReg pg arbre

kleuzennoù

1732
Daveenn : GReg pg arbre

kozh kleuzenn

1732
Daveenn : GReg pg arbre, (arbre) creux

kozh kleuzennoù

1732
Daveenn : GReg pg arbre, (arbre) creux

kozh kleuzenned

1732
Daveenn : GReg pg (arbre) creux

kleuzenn

1732
Daveenn : GReg pg (arbre) creux

kleuzenned

1732
Daveenn : GReg pg (arbre) creux

kleuzenn

1732
Daveenn : GReg pg arbre

kleuzenn

1850
Daveenn : GON.II pg kleûzen (Arbre creux).

kleuzenned

1850
Daveenn : GON.II pg kleûzen (Arbre creux. Pl.)

kleuzenn

1931
Daveenn : VALL pg arbre (creux)

C'hoariit an dro d'an absidenn hag e weloc'h an efed diwar an aozadur-se : ar chapelioù, e-lec'h bezañ pep a egorenn damgloz warni hec'h-unan a zo digor bras war an hent-tro, dizisparti, ha n'int netra nemet kleuzennoù ampl a ra d'ar voger diavaez gwagenniñ

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial