I.
V.g.
1. Ober un ask, un troc'h.
Koch mat diouzh an tu-se.
2. Klotañ.
Ne goche ket mat a-walc'h daou benn an askorn torr.
3. Kaout bec'h.
Kochañ a raen e-barzh ar c'hoad aze.
&
Kavout da gochañ gant, ouzh : kaout bec'h gant.
Kavout a ran da gochañ gant ma bugale : start eo din dont a-benn anezho. Me a gave da gochañ er park-mañ, o tennañ boetrabez. Kaout da gochañ ouzh ul labour.
4. Dre skeud.
Goulenn an aluzen.
Mont da gochañ.
II.
V. kenem.
EN EM GOCHAÑ : en em glevet.
Poan o deus an dud oc'h en em gochañ. En den, an izili o deus galloudoù disheñvel : kement-se ne vir ket outo d'en em gochañ.
HS. (en em) bakañ, (en em) ober.