Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Ober un ask, un troc'h. Koch mat diouzh an tu-se. 2. Klotañ. Ne goche ket mat a-walc'h daou benn an askorn torr. 3. Kaout bec'h. Kochañ a raen e-barzh ar c'hoad aze. & Kavout da gochañ gant, ouzh : kaout bec'h gant. Kavout a ran da gochañ gant ma bugale : start eo din dont a-benn anezho. Me a gave da gochañ er park-mañ, o tennañ boetrabez. Kaout da gochañ ouzh ul labour. 4. Dre skeud. Goulenn an aluzen. Mont da gochañ. II. V. kenem. EN EM GOCHAÑ : en em glevet. Poan o deus an dud oc'h en em gochañ. En den, an izili o deus galloudoù disheñvel : kement-se ne vir ket outo d'en em gochañ. HS. (en em) bakañ, (en em) ober.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

kochañ

1732
Daveenn : GReg pg cocher (faire des coches)

kochet

1732
Daveenn : GReg pg cocher

Ar gouarnamant hag ar strollad a gouezho war hon chouk ha kavout a raimp da gochañ gante.

2015
Daveenn : EHPEA p134

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial