1. RELIJ.
[1622, 1732] Dastumad pedennoù diazez ar feiz kristen a vez dibunet e-kreiz an oferenn.
An daouzek artikl eus ar gredo.
2. Dre ast.
Hollad reolennoù diazez ur reizhiad, ur gredenn.
Ne c'hall ket ar gouarnamant reiñ sikour d'ur skol a vefe displeget enni kredo ur relijion bennak. Sorc'hennoù dibenn a oa c'hoazh en
o c'hredo.
3. Dre fent. (db. ar c'hizhier)
Gouzout, lavarout e gredo : rouzmouzat.
Ar c'hazh ne rae nemet en em frotañ outañ en ur lavaret e gredo. Un tarv-kazh brudet-mat, a ouie e gredo. Kazhig rous an ti war an oaled, o lavaret e gredo, penn e fri el ludu.
Propoziñ fermamant d'amandiñ ar vuhez en amzer-da-zonet hag en em goñserviñ gwell diouzh pec'hed moaienant ar c'hras hag ar sikour a Zoue. Erfin ez lavaro Pater noster hag Ave Maria, ar Gredo, hag ar Salve Regina, &c.
Proposiff fermamant d'amantiff'n buhez en amser da donet, hac en em conseruy guell diouz pechet moyenant an gracc ha-n sicour à Doue. en fin ez lauaro Pater noster hac Ave Maria, an Credo ha-n Salue Regina &c.
1622
Référence :
Do.
p54
M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.
M. Petra a credit hu dre an Feiz? D. Quement à delch hac a cret hon Mam Sant Ilis Catholic, Apostolic ha Roman, ha specialamant an articlou so arretet e-n Credo.
1622
Référence :
Do.
p10
M. Livirit-hu ar Gredo en latin. D. Credo in Deum etc. M. Livirit-hi en brezhoneg. D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar.
M. Liuirit hu an Credo en Latin. D. Credo in Deum etc. M. Liuirit hy en Brezonec. D. 1. Me cret en Doue an Tat oll galloudec, Crouer da-n euff ha da-n Douar.
1622
Référence :
Do.
p10
Pan lavarer an chapeled ez eo ret lavaret war pep unan a'n greun bras ar Pater noster hed-ha-hed, ha war pep unan a'n re vunut an Ave Maria tout antier ha war ar groaz[,] an Gredo.
Pan lauarer an Chappelet, ez eo ret lauaret voar pep vnan a-n greun bras an Pater noster het ha het, ha voar pep vnan a-n re munut an Aue Maria tout antier, ha voar an Croas an Credo.
1622
Référence :
Do.
p56
Petra a gredit-hu dre ar Feiz ? D. Kement a gred hag a zalc'h hor mamm santel an Iliz katolik, apostolik, ha romen, ha spesialamant an artikloù a zo aretet er C'hredo.
Petra à gredit-hu dre ar Feiz? D. Quement à gred hag à / dalc'h hor Mam santel an Ilis Catholiq, Apostoliq, ha Romæn, ha specialamant an Articlou à so arretet er C'hredo.