1. A ya buan droug ennañ, zo troet dre demz-spered da gounnariñ diouzhtu.
Start eo komz ouzh an dud vuanek.
HS. kintus, prim, taer.
ES. habask.
2. Droug ennañ, aet e gouez.
P'eo bet skandalet eo aet er-maez, buanek.
HS. imoret.
3. Gwarizius.
Kaout avi, da lavaret eo, bezañ buanek eus ar mad eus an nesañ.