1. H.b.
Perzh an hini, ar pezh zo kruel ; doug da vezañ kruel.
Goude bezañ graet e skourjezañ gant kruelded. C'hoari diwar e goust, ouzh e wallgas gant kruelded. Ma nerzh zo trec'h da gement tourmant a oufe ho kruelded da ijinañ.
HS. krizded.
2. B.
Tra, degouezh zo kruel.
Ar brezel zo ur gruelded vras.
DHS. gwalleur.
Neuze un prezidant koleret a bersuadas d'an roue ez lakaze ober peder rod a houarn e-barzh tri dez pere a ve añvironet a dachoù ha kizelloù lemm pe gant re ez vihe dispennet dre dourmant, ha maz roze ivez spont d'an gristenien arall, oz welet an horriplded hag ar gruelded a'n tourmanchoù.
neuse vn president coleret a persuadas dan roue ez laquase ober peder rot a houarn e barz tridez pere auy he enuironet a tachou ha quisellou lem pe gant re ez vihe dispenet dre tourment: ha maz rose yuez spond dan christenyen arall, oz guelet an horribldet hac an crueldet en tourmanchou.
1576
Référence :
Cath
p20
26. Ar rouanez peheni [a selle ouzh] an holl draezoù-mañ diouzh ar c'hrec'h ha bede neuze nad oa ket em zisklêriet, ez kontinant a ziskennas hag a gomañsas da vlam an impalaer a'r gruelded vras a uze en andred ar werc'hez Katell.
26. an rouanes peheny [a selle ouz] an holl traezou man diouz an crech ha bede neuse nadoa quet hem discleryet, ez continant a disquennas hac a comanças da blam an impalarz an crueldet bras a vse en andret an guerhes Cathell:
1576
Référence :
Cath
p21
kruelded
crueldet
1659
Référence :
LDJM.1
pg cruauté
kontantiñ e gruelded
countanti e gruëlded
1732
Référence :
GReg
pg exercer (sa cruauté, la satisfaire)