I.
Doar./Stn.
A. (db. an dud)
1. A ra poan en un doare didruez.
Ar c'hruelañ den a oufed da gavout eo. Ar marv kruel. Kruelat oc'h c'hwi !
DHS. digar, dinatur, garv.
2. Dic'hoarzh, displijet.
Pegen kruel e teu o fenn da vezañ pa gouezh o selloù war ar poull saotret gant lastez. Ar merc'hed zo amañ eo kruel o min.
DHS. ginet.
B. (db. obererezhioù an dud, ar saviadoù)
1. [1499, 1732] Diaes-tre da c'houzañv.
Ar mac'herezh kruel a dosta bemdez. Pep seurt poan kruel. Ur gasoni ken kruel. Ur jahin kruel.
DHS. displijus, poanius.
HS. kriz.
2. Ken drouk ma laka an dud da heugiñ.
Degouezhout a ra traoù kruel. Ho setañs zo kruel. Re gruel e oa plantañ ar gontell e-barzh beg ar c'hilhog. Kruel eo da glevet !
C. A-wechoù
[1659] Bras, hervez ur skeul talvoudegezhioù.
An aval en deus ur vertuz ken kruel-se.
II.
Adv.
1. [1659] En un doare drouk-kenañ, didruez.
Ha kruel e voe skourjezet. Hemañ zo fachet kruel outo.
HS. kriz.
2. Adv. pouez.
Kenañ.
Brav-kruel eo.