Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. (db. an dud) 1. A ra poan en un doare didruez. Ar c'hruelañ den a oufed da gavout eo. Ar marv kruel. Kruelat oc'h c'hwi ! DHS. digar, dinatur, garv. 2. Dic'hoarzh, displijet. Pegen kruel e teu o fenn da vezañ pa gouezh o selloù war ar poull saotret gant lastez. Ar merc'hed zo amañ eo kruel o min. DHS. ginet. B. (db. obererezhioù an dud, ar saviadoù) 1. [1499, 1732] Diaes-tre da c'houzañv. Ar mac'herezh kruel a dosta bemdez. Pep seurt poan kruel. Ur gasoni ken kruel. Ur jahin kruel. DHS. displijus, poanius. HS. kriz. 2. Ken drouk ma laka an dud da heugiñ. Degouezhout a ra traoù kruel. Ho setañs zo kruel. Re gruel e oa plantañ ar gontell e-barzh beg ar c'hilhog. Kruel eo da glevet ! C. A-wechoù [1659] Bras, hervez ur skeul talvoudegezhioù. An aval en deus ur vertuz ken kruel-se. II. Adv. 1. [1659] En un doare drouk-kenañ, didruez. Ha kruel e voe skourjezet. Hemañ zo fachet kruel outo. HS. kriz. 2. Adv. pouez. Kenañ. Brav-kruel eo.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

kruel

1499
Daveenn : LVBCA p127 (crueulx)

ever kruel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg biberon

kruel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abominable, asppre, enorme, hideux

kannañ kruel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg batre cruellement

ar c'hruelañ den a oufed da gavout eo

1732
Daveenn : GReg pg (c'est le plus) cruel (des hommes)

un den eo ar c'hruelañ evit unan

1732
Daveenn : GReg pg (c'est le plus) cruel (des hommes)

en ur feson gruel

1732
Daveenn : GReg pg cruellement

un dispeñs difidel a zo un distruj kruel, eme Sant Gregor Pab

1732
Daveenn : GReg pg (Saint Gregoire le grand dit, qu'une) dispense (infidele, sur faux exposé, est une cruelle dissipation)

an ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket

1732
Daveenn : GReg pg (l') enfer (impitoïable ne rend jamais ce qu'il a une fois pris)

Ar re gollet, siwazh dezho, a laosko da virviken siwadennoù kruel ha dibrofit.

1732
Daveenn : GReg pg helas (Les damnez pousseront éternellement des helas inutiles.)

ur c'hofad kruel a naon

1732
Daveenn : GReg pg (une faim) canine

en ur feson kriz, kruel, divlas

1732
Daveenn : GReg pg (avec) cruauté

kruel

1732
Daveenn : GReg pg cruel (elle)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial