Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Stn. (dirak un ak.) 1. Termen a implijer mui-pe-vui dre zismeg evit ober anv eus an dra, an den, a lakaer diouzhtu war e lerc'h. En em gavout a reas en ul lastez kêrig vihan. Komz a ra ul lastez brezhoneg. [1878] Ul lastez mezh a grogas ennon [...]. 2. (impl. dirak un ag.) Tammig. & Trl. skeud. Ul lastez hir eo e skouarn : nebeut a spered zo dezhañ.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

E-touez kant bourc'hiz diot 'vez hanter-kant diskiant ; / E-touez an dieien ne oa nemet unan, / Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian, / Yae da chom war ar maez da zeskiñ d'ar re all / Ne oant nemet tud kleuk, ezen, pennoù chatal ; / Ne c'houient labourat : palat, arat, hadañ, / C'hwennat, mediñ, endramm, dornañ, kakuadañ.

1867
Référence : MGK p88

Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.97

Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.

1877
Référence : EKG.I. p.97-98

Ul lastez mezh a grogas ennon : sevel a ris e-mesk al lann war ar c’hleuz, hag achano e sellis pizh, diouc’h an daou du, war an hent bras a ya eus a Bloueskad da Landivizio.

1878
Référence : EKG.II p.23

Gant ar vezh ! en eskemm ouzh an douaroù ma savent warno o lastez logoùigoù, da c’hopr evit ar peurvanoù treut ma peurent o saout, e c’hratae ar bagadoù-se kalon-laosk gwerzhañ d’an Estren ur c’hement-mañ-kement a lurioù eus o c’hig, eus o eskern, eus o gwad o-unan.

1923
Référence : SKET p.91

Hogen, n’heller ket e bakañ evel al lastez ebeulien all.

1924
Référence : SKET.II p.21

lastez kêr-gloz

1931
Référence : VALL pg bicoque

lastez tiez

1931
Référence : VALL pg bicoque

lastez ti

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXV, bouge (logement malpropre) + pg baraque, bicoque

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux