E-touez kant bourc'hiz diot 'vez hanter-kant diskiant ; / E-touez an dieien ne oa nemet unan, / Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian, / Yae da chom war ar maez da zeskiñ d'ar re all / Ne oant nemet tud kleuk, ezen, pennoù chatal ; / Ne c'houient labourat : palat, arat, hadañ, / C'hwennat, mediñ, endramm, dornañ, kakuadañ.
Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.
Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lastez